Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (impl. dirak un islav. degaset gant ar rn. v. "e", "ne") Ober ul le en ur gemer Doue, un dra sakr, da dest. O-daou o doa touet e vijent atav mignoned an eil d'egile. Piv a c'hall touiñ din-me n'emaout ket o lavaret gevier. Touet en doa din ne oa ket gwir. & (en tu gouzañv) Graet e vo, rak touet eo ganin. II. V.g. Lavaret anv Doue en ur zistagañ touadelloù. Ar paourkaezh den ne rae nemet touiñ. HS. jarneal, pec'hiñ, sakreal. III. V.k.e. 1. Trl. Touiñ Doue, touiñ anv Doue : lavaret anv Doue en ur zistagañ touadelloù. Hennezh a dou Doue bep ger. Ne oa ket evit gouzañv e vije touet anv Doue. & M'en tou, m'en tou ruz, m'en tou ruz-glaou-tan, m'en tou dre an neñv : troienn a reer ganti evit kreñvaat e le. [1924] Mallozh Doue a zo kouezhet war va zi. Birviken troad, m’en tou ! ne daolin ennañ ! & Ent krenn Touiñ dre anv Doue : en ur zistagañ anv Doue. Dre an anv anezhañ ne doui ket. Touiñ e gwir, e gaou. 2. Grataat. Touiñ un dra da ub. Un ejen dit a douan. HS. prometiñ. IV. V.k.d. Trl. Touiñ war udb. : bezañ tremen sur anezhañ. Touiñ a rafen war gement-se. & Touiñ war e le, war e feiz : touiñ en ur ober ul le. Touiñ war e le a reas e raje an dra-se.

Skouerioù istorel : 
47
Kuzhat roll ar skouerioù

touañ

1499
Daveenn : LVBCA p195 (iurer)

Deus da enoriñ un Doue, / Na doue ket an hanv anezhañ en ven. / Deus da viret an Suliaoù hag an goueliaoù. / Deus da enoriñ da dad ha da vamm. / Na vez ket muntrer. / Na vez ket pailhard, na vez ket laezr. / Na vez ket falstest. / Na dezir ket da hentez mui evidit da-hunan

1622
Daveenn : Do. p4

M. Livirit gourc'hemennoù Doue. D. 1. En un Doue parfet ez kredi, / Hag a veuli hepmuiken. 2. Dre'n hanv anezhañ ne doui ket, / Didan boan pep lec'h a bec'hed. 3. An Suliaoù hag an goueliaoù din / A observi ker anterin.

1622
Daveenn : Do. p26

ken terripl eo ma tou deiz ha noz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (il est) i (terribl e qu'il iure iour & nuit)

touet e gaou

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pariurer

touet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg iurer

touet e faos

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pariurer

Ador un Doue, / E ven e anv na doui.

1677
Daveenn : Do. p5

Un Doue hepken a adori hag a wir galon a giri ; / Hanv Doue e ven ne doui ket, / Nag ivez netra hevelep.

1677
Daveenn : Do. p27

donet a rae da doueet gwell pe well

1732
Daveenn : GReg pg (il recommence de plus) belle (à jurer)

toueañ fidelded

1732
Daveenn : GReg pg fidélité (Faire serment de fidélité)

touet a ra e-c'hiz da ur charreter a vez chomet e garr el lagenn, a vez koliet e garr er vouilhenn

1732
Daveenn : GReg pg (il jure comme un chartier) embourbé

henhont en deus touet em c'hollo, em ruino

1732
Daveenn : GReg pg (cet homme a) conjuré (ma perte)

ret e vezo e zigustumiñ da douiñ

1850
Daveenn : GON.II pg digustumi

touet

1850
Daveenn : GON.II pg toui

n'en likit ket da douiñ

1850
Daveenn : GON.II pg toui

graet e vezo, rak touet eo ganen

1850
Daveenn : GON.II pg toui

touiñ

1850
Daveenn : GON.II pg touadel, toui

arabat 'oa touiñ, va den mat; ne oa ket ho kouign dioc'h an dibab

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VII

diskouez a fellas da Rikoù e oa evit ober ar pezh a oa e c'hoant. Hag eñ dezhi; hag en ul labourat e lavare groñs da dud e vro : "Prenet am eus e kêr ur seurt bleud flour na gaver ket stank e bar war ar maez; ha gantañ e rin ur seurt kouign, setu ! n'en deus tañvaet biskoazh Yann gouer, m'en toue !

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VII

Dre ma taole evezh ouzh ar re ziskiantañ, 'welas, en o zouez, an dud er penn-kentañ. Abeg en doa, m'en tou ! Rak holl, gwitibunan, chomomp bras ha bihan, heñvel ouzh kaouenned, en noz a wel gwellañ, da sellet a-vichez, ha da zispourbellañ ouzh fazioù hon nesañ, ouzh techoù ar re all. Ne welomp ket hor re ; en hor c'heñver omp dall, dall-poch evel gozed ; rak siwazh ! Mar karfemp, hep turiañ don hor park, grizioù fall a gavfemp

1867
Daveenn : MGK p12

« Pegen diaes eo bevañ ! Mat ! mat ! n'eus forzh a-se, / Lakaet em beus em fenn ne zrebin kig morse, / Tamm kig hiziviken ned ay dindan va staon, / Kentoc'h, m'en tou, va feiz ! e varvfen gant an naon. »

1867
Daveenn : MGK p83

Heuilh a ranke e pep giz hag e pep tra ali ar c’houarnamant, mat pe fall, evel ma vije e vije. Ha c’hoazh e ranke ar veleien touiñ war o c’houstiañs sentiñ ouc’h al lezennoù difeiz-se.

1877
Daveenn : EKG.I. p.4

Touiñ a reas dont a-benn eus ar Vretoned, koustje pe goustje, hag ober anezho soudarded d’ar republik, zoken daoust dezho.

1877
Daveenn : EKG.I. p.264

M’en tou deoc’h e furchent mat ar vro, e c’houlennent kalz keleier, hag e ranked bezañ fin-meurbet evit tec’het en o raok.

1877
Daveenn : EKG.I. p.88

« Asa ! emeve, dre amañ ez eus c’hwez ar rost ! Ar sitoianed pe an diaoul a zo tremenet dre amañ, rak int-i hepken a c’hell bezañ, er c’hiz-mañ, bruzunet kroaz hor Salver ! Na petra a lavaran, ar sitoianed pe an diaoul ?... An eil hag egile, me hen toufe, rak an diaoul a zo e kalon ar sitoianed, ha dre-se ez eont atav a-unan. »

1878
Daveenn : EKG.II p.37

‘Lec’h jist[r], 'm [b]efe lonket ogr[a]o[ù], / Na drousmeskfe mui ma bo[uz]ello[ù] ! / Koustet a ra, me en tou, / Laerezh ar Sent e ti Doue ! /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Al leurdi, e-lec’h douar-pri moustret, evel ma vez en tiez-annez hag en tiez-nevedoù peurliesañ, a oa ouzh hec’h ober klerennoù prenn kelenn kompezet ha lufret-skedus, hag i bet kenstoket ha kenklotet ker reizh ken na weled etrezo grem ebet, m’az tije touet n’edo oc’h ober al leurenn nemet ur pezh koad en e bezh.

1923
Daveenn : SKET p.64 (p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 64, lin. 16 eil dilinenna[ñ], e lec'h « m’az tije » kentoc’h « m’az pije»".

Hounnezh, m’hen tou, a oa un amzer venniget dreist an holl amzerioù, pa n’oa e-touez mibien ha merc’hed Manos na gwarizi, na rendael, na gevierezh, na touellerezh, na dizeeunder, na gourvenn, na buanegezh, na kasoni ; ma rene kenetrezo an unvaniezh, ar geneilded hag ar gengarantez a oa bet etre Atir ha Matir.

1923
Daveenn : SKET p.67

Mallozh Doue a zo kouezhet war va zi. Birviken troad, m’en tou ! ne daolin ennañ !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.973 (Even 1924)

Touet en deus, krañchet en deus en e zorn dehou, ha savet anezhañ dirak ar groaz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

En osteleri e kleved anezhe, hemañ o kaozeal, hemañ o krial, darn all o rezoniñ, o touiñ, o sulbediñ ; girioù lemm ha flemmus a nije eus an eil d’egile ha gwalennadoù skoet war hemañ ken a c’hwibane a-dreuz an ti.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

touiñ dre

1931
Daveenn : VALL pg attester

touiñ war un dra

1931
Daveenn : VALL pg affirmer

touiñ war

1931
Daveenn : VALL pg assurer

touiñ a c'hellfen war gement-se

1931
Daveenn : VALL pg assuré

touiñ

1931
Daveenn : VALL pg affirmation

m'en tou

1931
Daveenn : VALL pg assurer

ya, m'en tou

1931
Daveenn : VALL pg affirmer (oui, je l'affirme)

— « Ganin-me ? » — « Ganeoc’h ! » — « Ha me am eus touet on bet kousket e-pad an noz ! »

1944
Daveenn : ATST p.72

— « Sur oc’h ? » — « Sur on. » — « Touit ! » — « Touiñ a ran. »

1944
Daveenn : ATST p.74

Touiñ a ris neuze en em lakaat da studi brezhoneg Gwened.

1944
Daveenn : EURW.1 p74

D'hor re hoc'h eus skrivet, moarvat, Da reiñ da c'hoût, ha fraezh ha mat, Eo dezho ret, d'al lezenn-se, Touiñ fealded dre o le ?

1960
Daveenn : PETO p12

O touiñ 'kreden, netra ken, / E oa d'am farrez 'vit he mad, / Mad ar gristenien 'm eus da ren ; / Nep abeg all n'em boa d'am grad.

1960
Daveenn : PETO p28

A-vec'h ho poe touet dezho / M'en em gavjoc'h ganto diaes.

1960
Daveenn : PETO p58

Ar porc'hell gouez, m'en tou ruz-tan ! / A zrailhin klok, hep teurel van.

1960
Daveenn : PETO p66

Lakaet em eus anezhi da douiñ dre he bugale-vihan ne lavarje netra dezhi.

2015
Daveenn : EHPEA p103

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial