I.
H.g.
1. Lec'hioù pell diouzh ar gorre.
Ar pesked a glask an don.
&
Evned o plavañ e don an neñv : uhel-uhel en aer.
HS. deun, donder, goueled, sol, strad.
2. MERDEAD.
WAR AN DON : en donvor.
Bez' e oamp war an don, da lavaret eo pell diouzh an aod, e lec'h m'eo don ar mor.
3. Lec'hioù pellañ diouzh al lez, diouzh an digor.
Moc'h-gouez e don ar c'hoadoù. Aet e oa betek don ar c'hev.
&
Trl.
Mont war don udb. : e studiañ pizh.
&
Trl.
E donig-don, e don-donañ ur c'hoad : el lec'hioù pellañ-holl.
4. Dre skeud.
Kreiz.
E don an ene, en don eus ar galon.
II.
G. (impl. da anv unan ; ls -eier)
Pesked an doneier.