War-vete nebeut am bije displeget dirazañ Elle est morte ur wech ouzhpenn, met an dro-mañ, war a gredan, ne vije ket dezhañ ur frealz met kentoc’h ur rann-galon klevout ur fentigell he devoa graet berzh war al lestr ma ranke pellaat dioutañ da viken, o vezañ ma tlee chom hervez ma lavared à la disposition du Ministre : e gwirionez bezañ ur c’hozh louf-torchenn o hiraezhiñ e don ur burev bennak kent na vefe gallet e lakaat e-maez a garg kuit a dermal.
Neuze e teuas din da soñj va fezh-c'hoari, un dra fromus e don koadoù Arvor gant drouized, brezelourien, tan, kurun ha gwad ken ma findaone.
Ha berzh a rae, rak ar re a zo e kêr o deus an dra-se en o don-donañ ivez.
Bras e oa ar guriusted a vroudas ar fiziadour da vont dreist an difenn, ha da splujañ betek don donañ ar c'hevrin.