Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. Islonk. & (en e furm lies) Gorreennoù don-kenañ e strad ar mor. Pesked, bezhin ar c'hondonioù. II. H.g. 1. Donder an douar labour en ur park. Un dachenn veinek ma n'eus ket kalz a gondon. Amañ ez eus kondon. N'eus ket a gondon en douar-mañ. & Douar kondon : douar lezet da gozhañ. 2. Rann eus pluskenn an Douar zo dindan ar gwiskad douar atil. Pinvidigezh ar c'hondon.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

"kondonioù" g. lies

1923
Daveenn : SKET p.165, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Profondeurs".

Dis Atir r’e zevo, r’e vougo, r’e veuzo, r’e gaso da get, r’e skubo a ziwar c’horre an douar, r’e denno a-dre ar re vev, ra stlapo e gorf e kondonioù an douar, ra wano anezhañ, ennañ e-unan kerkoulz hag en e vibien, en e verc’hed, en e vevelien, en e chatal, en e vinvioù, en e barkoù, en e bradoù, en e goadoù hag en e zourioù !

1923
Daveenn : SKET p.27

N’oa gwezenn, bodenn, geotenn, kivnienn ebet o tiwanañ war zremm dorosellek an douar, kailhenn ebet o ruilhañ war e c’horre pe o c’hourvez en e gondonioù, na ouvezje Manos ha Bena an anv hag ar perzhioù anezho.

1923
Daveenn : SKET p.39

kondon

1931
Daveenn : VALL pg abime (proprement le sol profond)

kondonioù

1931
Daveenn : VALL pg abime

Seul vui hen anavezer, seul vuioc'h a gondonioù hag a gribennoù a zizoloer ennañ, en donvor koulz hag e-kichen an aod.

1943
Daveenn : TNKN p12

Ar plantadegoù-se a vez gounezet gant tud ar vro, hag emaint stok ouzh ar stêr, moarvat dre ma kaver eno douar kondon war liñvaj ar stêr, ar pezh a ra diouer peurvuiañ el lec'hioù all.

1985
Daveenn : DGBD p176

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial