Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
6
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Marevezh kentañ buhez an den, adalek e c'hanedigezh betek e oad-krenn. Lec'hioù kaer ma bugaleaj. Ur bugaleaj eürus. & Trl. Eil bugaleaj : stad an dud kozh pa ne vestroniont mui o spered. 2. Doare da ober, da gomz -a-berzh an dud deuet- heñvel ouzh hini ar vugale. Bez' edont o komz eus an emgann-se evel pa ne vije bet nemet ur bugaleaj. & (impl. da anv hollek) Se n'eo nemet bugaleaj.

Exemples historiques : 
14
Masquer la liste des exemples

donet e bugaleaj

1732
Référence : GReg pg (retourner en) enfance

bugaleaj

1732
Référence : GReg pg age, amusement, enfance

bugaleajoù

1850
Référence : GON.II pg bugaléach (Enfantillage. Puérilité. Niaiserie. Jeux et discours d'enfants. Pl.)

Ur vugaleaj n'eo ken.

1850
Référence : GON.II pg bugaléach (Ce n'est qu'un enfantillage).

bugaleaj

1850
Référence : GON.II pg bugaléach (Enfantillage. Puérilité. Niaiserie. Jeux et discours d'enfants), mibiliez, mibiliach

Klevet a reer tud hag a c’hoarzh o kaozeal eus a emgann Kergidu, evel pa ne vije bet nemet ur bugaleaj, un taol brabañs graet gant tud ha ne ouient ket petra a raent.

1877
Référence : EKG.I. p.307

Ar wezenn-dilh ’ta he devoa klevet… bremañ, siwazh !… em bugaleaj bev e oa c’hoazh ar wezenn, abaoe kozh douar, krignet gant an oad, disec’het war he zroad, diskaret eo bet gant ur barr-avel.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

Bugaleaj Bilzig. E c’hinivelezh

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924)

War va gwele edon, hogen n'hellis ket distagañ zoken ur pennad kousk, rak war va spered enkrezet e teue, an eil goude egile, hengounioù va zud-kozh, a droen kein dezho, hag eñvoriou va bugaleaj.

1929
Référence : SVBV p.15

Va huñvre, huñvreadenn ledan va bugaleaj, eo he doa roet an taol balaenn marzhus-se em c'halon hedro.

1929
Référence : SVBV p.18

Penaos, pa n'am eus gwelet nemet an dud-se e-pad ma bugaleaj, ne vijen ket deuet da skoueriañ warno ha war ar glad ?

1944
Référence : EURW.1 p16

Kenavo, frankiz muiañ-karet ma bugaleaj ; e oan paket el las.

1944
Référence : EURW.1 p32

Ma mignoned bugaleaj a zo aet kuit, pep hini gant e hent. Goullo e kavan ar bourk.

1944
Référence : EURW.1 p.211

Hag ar pezh a oa an displijusañ eo e oa ur bern tilhed munut o redek warno, ar pezh a rae din kounaat amzer va bugaleaj, pa ranken mont d'en em zidilhañ goude bezañ bet o folkennat e-touez ar raden-dour er pradennoù, pa vezen o tiwall ar saout.

1985
Référence : DGBD p162

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux