I.
1. (db. ar melloù, ar c'hwezigelloù, h.a.)
Zo c'hwez ennañ.
Ur vell c'hwezet hag unan dic'hwez.
2. Dre ast.
[1732, 1931] Koeñvet.
Sell pegen c'hwezet eo ma gar. He gouzoug zo c'hwezet. E zaouarn a vez c'hwezet evel touseged bep goañv.
HS. foeñvet.
3. (db. ar mogerioù)
Deuet kof dezhañ.
C'hwezet eo ar voger.
II. Dre skeud.
1. (db. an dud)
Leun a rogentez; lorc'h ennañ.
Ur paotr, ur vaouez c'hwezet. Tud c'hwezet gant al lorc'h.
&
Bezañ c'hwezet d'ub. gant udb. : kemer lorc'h gant udb.
An den-se zo c'hwezet dezhañ gant e gezeg.
&
Trl. kv.
C'hwezet evel un touseg : c'hwezet-tre.
HS. balc'h, foeñvet, lorc'hus.
&
(er st. nac'h)
Na vezañ dinec'h.
Ne oa ket re c'hwezet dezhañ ken rust e oa ar mor.
2. (db. an doare da gomz, da skrivañ)
[1732, 1931, 1985] Pompadus, stambouc'het.
Komz en un doare c'hwezet. Gerioù c'hwezet.