I.
A.
1. (db. an dud, al loened)
[1499, 1659] Red aer taolet gant ar skevent dre ar genoù, dre ar fri.
&
Dre ast.
Anal.
2. (db. ar meginoù, ar c'hwezherezioù)
Kementad aer distaolet dre waskañ.
Ar vegin-mañ n'eus tamm c'hwezh ebet enni ken.
3. Lusk an aer.
C'hwezh an avel er gouelioù. C'hwezh un aezhennig.
4. Diloc'h aer trumm a zegouezh da heul un darzhadenn.
C'hwezh ur vombezenn.
5. YEZHON.
Kensonenn c'hwezh : kensonenn, distaget evel ur gensonenn ruz, zo heglev dre ma tasson an aer pa vez distilhet.
B. Impl. da estl.
Termen a reer gantañ da zrevezañ trouz an aer distaolet gant nerzh.
II.
Dre skeud.
1. C'hwezh ar vuhez : ar vuhez end-eeun.
2. (db. an dud)
Na vezañ nemet c'hwezh, (nemet avel) : bezañ didalvez en desped d'an diavaezioù.
Référence :
GON.II
pg c'houéz (souffle, vent que l'on fait en poussant de l'air par la bouche avec force. respiration. médiocre agitation de l'air causée par le vent), pg c'houézaden
An traoù n'int ar pezh ma kreder : / Er pennoù kaer n'eus boed atav, / Traoù stank, kalz tud a weler / N'int nemet c'hwezh, nemet avel, / Traoù brav dirak an daoulagad, / Tud lugernus zoken a-bell ; / Arabat outo tostaat !
Ann traou n'int ar pez ma kreder : / Er pennou kaer n'euz boed atao, / Traou stank, kalz tud a weler / N'int nemet c'houez, nemet avel, / Traou brao dirak ann daoulagad, / Tud lugernuz zo-ken a-bell ; / Arabad out-ho tostaat !
1867
Référence :
MGK
p140
E-pad ma rene Rogiamon eo e c’hwezhas Guton e anal war ar bed o krouiñ Belos a engehentas Belios, Aotrou ar Marv, Tad an Ankoù, e tle kement en deus buhez distreiñ davetañ un deiz, e tle neb a zo bevaet gant ar C’hwezh dont d’e gaout o tiwiskañ e zibourc’h marvel.
E-pad ma rene Rogiamon eo e c’houezas Guton e anal war ar bed o kroui Belos a engehentas Belios, Aotrou ar Maro, Tad an Ankou, e tle kement en deus buhez distrei davetan eun deiz, e tle neb a zo bevaet gand ar C’houez dont d’e gaout o tiwiska e zibourc’h marvel.
1923
Référence :
SKET
p.29
Er pinegi-se nes d’an neñv, bepred glas ha hesonus da c’houez an avelioù, leun a frond-balzam kreñv, e kar Mamm-Veur ar Glen ober hec’h annez.
Er pinegi-ze nes d’an nenv, bepred glas ha hesonus da c’houez an aveliou, leun a frond-balzam krenv, e kar Mamm-Veur ar Glen ober hec’h annez (1).
1924
Référence :
SKET.II
p.48
Ur c'hwezh pounner a oa en ti ha ludu an tan, leun a vechadoù sigaretennoù, a oa ledet er-maez eus an oaled war al leur-di.