Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Définition :  Masquer la définition

1. (db. an dud, al loened zo skevent dezho) Gwezhiad ermaeziañ aer eus ar skevent. Ober ur c'hwezhadenn. Lavaret udb. en ur c'hwezhadenn. Lazhañ flammenn ur c'houlaouenn en ur c'hwezhadenn. Ar c'hwezhadenn ziwezhañ. 2. Dre heveleb. Kasadenn aer gant ur vegin, ur c'hwezherez, gant udb. a lusk an aer. Kreskiñ an tan gant c'hwezhadennoù. 3. Lusk naturel an aer en aergelc'h. Ur c'hwezhadenn avel. & Krl. Meurzh gant ur c'hwezhadenn / a zisec'h ar foz penn-da-benn. DHS. aezhenn, mouch. 4. Dre skeud. C'hwezhadenn vuhez : troienn a arouezier ganti an diouer a nerzh, ar marv tost. N'en doa mui nemet ur c'hwezhadenn vuhez. & Ar c'hwezhadenn a vuhez : ar vuhez end-eeun. Ar c'hwezhadenn a vuhez, eno emañ an dalc'h.

Exemples historiques : 
6
Masquer la liste des exemples

c'hwezhadenn

1850
Référence : GON.II pg c'houézaden

c'hwezhadennoù

1850
Référence : GON.II pg c'houézaden

ken toc'hor eo, ma hen diskarret gant ur c'hwezhadenn

1850
Référence : GON.II pog c'houézaden

Dindan c’hwezhadenn Avelio e teuas ar pevar zra-se : mor, traezh, kregin ha goularz, da gejañ, d’en em gemmeskañ, o steuiñ ur c’horf-paotr hag ur c’horf-plac’h, e roas an doue ar vuhez dezho.

1923
Référence : SKET p.33

— Leizh ar bezel c’horo, eme Bilzig dezhañ en ur c’hwezhadenn.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1022 (Gouere-Eost 1924)

c'hwezhadenn

1931
Référence : VALL pg aspiration

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux