1. (db. an dud, al loened zo skevent dezho)
Gwezhiad ermaeziañ aer eus ar skevent.
Ober ur c'hwezhadenn. Lavaret udb. en ur c'hwezhadenn. Lazhañ flammenn ur c'houlaouenn en ur c'hwezhadenn. Ar c'hwezhadenn ziwezhañ.
2. Dre heveleb.
Kasadenn aer gant ur vegin, ur c'hwezherez, gant udb. a lusk an aer.
Kreskiñ an tan gant c'hwezhadennoù.
3. Lusk naturel an aer en aergelc'h.
Ur c'hwezhadenn avel.
&
Krl.
Meurzh gant ur c'hwezhadenn / a zisec'h ar foz penn-da-benn.
DHS. aezhenn, mouch.
4. Dre skeud.
C'hwezhadenn vuhez : troienn a arouezier ganti an diouer a nerzh, ar marv tost.
N'en doa mui nemet ur c'hwezhadenn vuhez.
&
Ar c'hwezhadenn a vuhez : ar vuhez end-eeun.
Ar c'hwezhadenn a vuhez, eno emañ an dalc'h.
ken toc'hor eo, ma hen diskarret gant ur c'hwezhadenn
ken toc'hor eo, ma héñ diskarret gañd eur c'houézaden
1850
Daveenn :
GON.II
pog c'houézaden
Dindan c’hwezhadenn Avelio e teuas ar pevar zra-se : mor, traezh, kregin ha goularz, da gejañ, d’en em gemmeskañ, o steuiñ ur c’horf-paotr hag ur c’horf-plac’h, e roas an doue ar vuhez dezho.
Dindan c’houezadenn Avelio e teuas ar pevar zra-ze : mor, traez, kregin ha goularz, da geja, d’en em gemmeska, o steuï eur c’horf-paotr hag eur c’horf-plac’h, e rôas an doue ar vuhez d’ezo.
1923
Daveenn :
SKET
p.33
— Leizh ar bezel c’horo, eme Bilzig dezhañ en ur c’hwezhadenn.
— Leiz ar beel c’horo, eme Bilzig d’ean en eur c’houezadenn.