Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (db. ar melloù, ar c'hwezigelloù, h.a.) Zo c'hwez ennañ. Ur vell c'hwezet hag unan dic'hwez. 2. Dre ast. [1732, 1931] Koeñvet. Sell pegen c'hwezet eo ma gar. He gouzoug zo c'hwezet. E zaouarn a vez c'hwezet evel touseged bep goañv. HS. foeñvet. 3. (db. ar mogerioù) Deuet kof dezhañ. C'hwezet eo ar voger. II. Dre skeud. 1. (db. an dud) Leun a rogentez; lorc'h ennañ. Ur paotr, ur vaouez c'hwezet. Tud c'hwezet gant al lorc'h. & Bezañ c'hwezet d'ub. gant udb. : kemer lorc'h gant udb. An den-se zo c'hwezet dezhañ gant e gezeg. & Trl. kv. C'hwezet evel un touseg : c'hwezet-tre. HS. balc'h, foeñvet, lorc'hus. & (er st. nac'h) Na vezañ dinec'h. Ne oa ket re c'hwezet dezhañ ken rust e oa ar mor. 2. (db. an doare da gomz, da skrivañ) [1732, 1931, 1985] Pompadus, stambouc'het. Komz en un doare c'hwezet. Gerioù c'hwezet.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

c'hwezet

1732
Daveenn : GReg pg ampoule

komzioù c'hwezet

1732
Daveenn : GReg pg ampoule

diviz c'hwezet

1732
Daveenn : GReg pg emphase (expression forte, & qui dit beaucoup en peu de mots)

c'hwezet eo terrup gant e fortun vat

1732
Daveenn : GReg pg (la bonne fortune l'a) enflé (d'orgueil)

c'hwezet eo evel un touseg

1732
Daveenn : GReg pg (il est) enflé (comme un crapeau)

c'hwezet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg c'houézet

en un doare c'hwezet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg c'houézet

c'hwezet

1931
Daveenn : VALL pg ampoulé (fig., gonflé, prétentieux), bouffant, bouffi, boursouflé

Hegarat ivez, met un tammig "c'hwezet" gant lorc'h ar vorianed damsevenaet.

1985
Daveenn : DGBD p16

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial