digentil paour
un digentil bras
Kaer am boa treiñ ma selloù a bep tu, ne welen ket a baotred eus ma oad ; koulskoude, digouezhout a reas er vodadeg, a-raok he digoradur, daou zen yaouank hag a azezas sioul en ur c'horn ; n'o anavezen ket neuze, ha ne ris anaoudegezh ganto da vat nemet an deiz war-lerc'h e Plouyann : unan a oa bras ha taer, e zaoulagad difoupet, ur c'holier baro hir ha melen o kouezhañ betek e askre ; ur gwir denjentil a Vreizh-Uhel, Herri Thibault de la Guichardière e anv ; egile a oa ur paotr youstoc'h, gant un dremm rouzart, un tal frank hag uhel, daoulagad sklaer, kamm e oa : Francis Even, komis-noter e Landreger.
Klevet em boa lavarout e oa hentet Sant-Charlez gant paotred an dudjentil binvidik.
Na rog, na poultr, na druzoni n’ho pije kavet war e dammoù dilhad, hag un « aotrou » a oa ivez ar foeter-bro-mañ, eme an dud, un denjentil eus gouenn markizien «la Tronchée » kollet ganto o holl beadra e-pad an Dispac’h bras.
Mots précédents
Mots suivants
denlazh