Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
7
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. (db. an traoù) Zo kollet evit ur pennad amzer. Diank eo alc'hwez an ti. 2. Trl. OBER DIANK DA : ober diouer da. Netra ne rae diank dezho. & BEZAÑ DIANK : mankout. N'eo ket keuneud zo diank er vro-mañ. Kement-se a ra din soñjal ez eus diank dimp c'hoazh un dra ret. II. (db. an dud) A. 1. Dihentet, kollet e hent gantañ. 2. Ezvezant, a ra diouer en ul lec'h bnk. Un den eus al lestrad a oa diank. Emañ Yann diank : n'emañ ket amañ. 3. Dre skeud. (db. spered an dud) Trevariet evit ur pennad. Diank eo e spered abaoe marv e wreg. B. 1. (dirak an ar. da) N'emañ ket gant ub. en deus ezhomm anezhañ. Ma c'harr zo diank din er mare-mañ. He breur zo diank da Lenaig. 2. (dirak an ar. a ha diouzh) Disammet. Bevañ disoursi, diank a bep anken.

Exemples historiques : 
10
Masquer la liste des exemples

diank

1850
Référence : GON.II pg diañk

ur marc'h diank eo

1850
Référence : GON.II pg diañk

diank

1850
Référence : GON.II pg dizañk

Petra a zo diank deoc'h ?

1931
Référence : VALL pg (de quoi avez-vous) besoin

an traoù a zo diank din

1931
Référence : VALL pg (les choses dont j'ai) besoin (et que je ne trouve pas)

diank

1931
Référence : VALL pg absent (momentanément égaré)

diank eo

1931
Référence : VALL pg (il manque à l')appel

Ho tigarez m'am eus e gaou / Ho kwall varnet ha soñjet traoù / Ned oc'h ket kablus anezho ; / Met c'hoazh perak, o plac'h yaouank, / Diouzh ho paotred bezañ diank / Ha deut amañ hep goût dezho ?

1960
Référence : PETO p61

Kaer hon eus kontañ, adkontañ, klask ar pezh hon eus graet bemdez, ne zeuomp ket a-benn da adkavout an devezh diank.

1985
Référence : DGBD p39

Teuler a ran ur sell e burevioù ma eilerion ha gwelout emañ Koula diank.

2015
Référence : EHPEA p211

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux