I.
Doar./Stn.
1. (db. an dud, al loened, an traoù)
Kollet evit ur pennad amzer.
Klask un dañvad dianket. Ur beajour dianket en deñvalijenn. Un alc'hwez dianket.
2. (db. al lec'hioù)
Diamen.
[1877] [...] pell a-raok m’oa noz, oa en em gavet e Larred, neuze parrezig vihan, dianket war ar maez, hag hiriv chapel a barrez Porspoder.
DHS. distro.
&
Bezañ dianket diwar e hent : bezañ dihentet.
Un abardaevezh enta en em gavjont dianket diwar o hent.
II. Impl. da ak.
Den bet kollet e-pad ur prantad.
Yann na gave na roud na tres ebet eus an dianket. Hag e reas ur friko d'an dianket.
Pediñ a reer sant Anton a Badou evit kavout an traoù dianket.
Pidi a rear Sant Anton a Badou evit cavout an traou diancqed.
1732
Référence :
GReg
pg Antoine (On prie Saint Antoine de Padoüe, pour trouver les choses égarées.)
dianket
diañket
1850
Référence :
GON.II
pg diañk (On dit aussi dans le même sens "diañket", qui est le participe du verbe "diañka").
Doue a vo ‘vel-se meulet / O kaout an dañvad dianket ; / An Iliz a zigemero / Ho pinijenn hag ho taeloù.
Doue a vo ‘vel-se meulet / O kaout an danvad dianket ; / An Iliz a zigemero / Ho pinijen hag ho taelo [3].
1877
Référence :
EKG.I.
p.106
Ne oufen ket lavaret deoc’h dre be hent e oa aet ; ar pezh a zo gwir, eo pell a-raok m’oa noz, oa en em gavet e Larred, neuze parrezig vihan, dianket war ar maez, hag hiriv chapel a barrez Porspoder.
Ne oufen ket lavaret d’ehoc’h dre be hent oa eat ; ar pez a zo guir, eo pell araok m’oa noz, oa en em gavet e Larret, neuze parrezik vian, dianket var ar meaz, hag herrio chapel a barrez Porspoder.
1877
Référence :
EKG.I.
p.209-210
dianket
1923
Référence :
SKET
p.168, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Égaré".
An hent a heulie ar gourlen ; en em grommañ a rae en-dro dezhañ : pleg bev war behini ar speredoù dianket o devoa diazezet danevelloù euzhus-meurbet.
An hent a heuilhe ar gourlenn ; en em gromma a rê en-dro d’ean : pleg beo war behini ar sperejou dianket o devoa diazeet danevellou euzus meurbed.
1925
Référence :
BILZ2
p.124
dianket
1931
Référence :
VALL
pg absent (momentanément égaré)
Ur wech, e voe gwelet ar c’hi o tistreiñ d’ar gêr gant e c’henou gwadek : ha mab ar priñs a oa dianket…
Eur wech, e voe gwelet ar c’hi o tistrei d’ar gêr gant e c’henou gwadek : ha mab ar priñs a oa dianket…
1944
Référence :
EURW.1
p.129
« Dianket o klask ar peurvad, ne gaven neblec'h, edon o vont skuizh, pa 'n em gavis ganit, â te, kaer e-touez ar re gaer, dibabet gant va c'halon, rouanez va huñvreoù, « o divina! ».
1949
Référence :
SIZH
p.65
Met din, avat, ne vern ho liou / Ha deoc'h ' ve gwelloc’h mont e-biou / Evit ur gwir veleg lezel / Da reiñ skoazell d'un ezel / Dianket pell diouzh Iliz Krist.
Met din, avat, ne vern ho liou / Ha deoc'h ' ve gwelloc’h mont e-biou / Evit eur gwir veleg lezel / Da rei skoazell d'eun ezel / Dianket pell diouz Iliz Krist.