Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. (db. an dud, al loened, an traoù) Kollet evit ur pennad amzer. Klask un dañvad dianket. Ur beajour dianket en deñvalijenn. Un alc'hwez dianket. 2. (db. al lec'hioù) Diamen. [1877] [...] pell a-raok m’oa noz, oa en em gavet e Larred, neuze parrezig vihan, dianket war ar maez, hag hiriv chapel a barrez Porspoder. DHS. distro. & Bezañ dianket diwar e hent : bezañ dihentet. Un abardaevezh enta en em gavjont dianket diwar o hent. II. Impl. da ak. Den bet kollet e-pad ur prantad. Yann na gave na roud na tres ebet eus an dianket. Hag e reas ur friko d'an dianket.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

Pediñ a reer sant Anton a Badou evit kavout an traoù dianket.

1732
Daveenn : GReg pg Antoine (On prie Saint Antoine de Padoüe, pour trouver les choses égarées.)

Ne oufen ket lavaret deoc’h dre be hent e oa aet ; ar pezh a zo gwir, eo pell a-raok m’oa noz, oa en em gavet e Larred, neuze parrezig vihan, dianket war ar maez, hag hiriv chapel a barrez Porspoder.

1877
Daveenn : EKG.I. p.209-210

Doue a vo ‘vel-se meulet / O kaout an dañvad dianket ; / An Iliz a zigemero / Ho pinijenn hag ho taeloù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.106

dianket

1923
Daveenn : SKET p.168, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Égaré".

An hent a heulie ar gourlen ; en em grommañ a rae en-dro dezhañ : pleg bev war behini ar speredoù dianket o devoa diazezet danevelloù euzhus-meurbet.

1925
Daveenn : BILZ2 p.124

dianket

1931
Daveenn : VALL pg absent (momentanément égaré)

Ur wech, e voe gwelet ar c’hi o tistreiñ d’ar gêr gant e c’henou gwadek : ha mab ar priñs a oa dianket…

1944
Daveenn : EURW.1 p.129

« Dianket o klask ar peurvad, ne gaven neblec'h, edon o vont skuizh, pa 'n em gavis ganit, â te, kaer e-touez ar re gaer, dibabet gant va c'halon, rouanez va huñvreoù, « o divina! ».

1949
Daveenn : SIZH p.65

Met din, avat, ne vern ho liou / Ha deoc'h ' ve gwelloc’h mont e-biou / Evit ur gwir veleg lezel / Da reiñ skoazell d'un ezel / Dianket pell diouzh Iliz Krist.

1960
Daveenn : PETO p80

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial