Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
4
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
122
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.k.e. I. A. 1. Mont da gaout ub. zo o tont da gejañ ouzh an-unan. Pa zeuot d'ar gêr ez aimp da ziarbenn ac'hanoc'h. & Kejañ ouzh ub. zo o tont a-benn d'an-unan. P'edon o vale e tiarbennis ur marc'hadour. 2. Mirout ouzh ub., ul loen bnk., a gendelc'her gant e hent. An archerien a glaske diarbenn ar vanifesterien. Kerzh da ziarbenn ar saout. [1878] Hogen, Marie-Antoinette ha Louis XVI a yeas dre un tu, hag a voe diarbennet ; Priñsez Lambal a yeas dre un tu all hag a c’hellas mont da Vro-Saoz [...]. B. Dre ast. 1. Mirout ouzh un taol a dizhout an-unan. Diarbenn un taol gant e vrec'h. & (db. an traoù) Diwall diouzh un taol, un tenn. Ur pezh dir war e galon a ziarbenne ar biroù. 2. Talañ ouzh un enebour, e lakaat da gilañ. Diarbenn an argaderien, an enebour. & (db. an traoù) Ur c'hastell e-tailh da ziarbenn an enebourien. II. Dre skeud. A. 1. Ober udb. en a-raok evit kaout an dizober anezhañ abretoc'h. Diarbennet ez eus labour. 2. Diarbenn nec'hamant : ober nec'hamant re abred, a-raok ma ve deuet gwir abeg. B. 1. Kas ub. diwar-dro, na zegemer e garantez. Leñvañ a rae gant ar garantez ouzh an den en doa he diarbennet. 2. Dont a-benn eus arguzennoù ub. a-enep an-unan. Diarbenn a rae kement hini a glaske e zislavaret. 3. Na reiñ e c'houlenn d'ub. Diarbenn goulenn ub. Diarbennet krenn on bet gantañ. 4. (db. ar justis) Reiñ ur varnedigezh a-enep ub. Diouzh ma vo kavet emañ ar gwir gantañ pe get e vo digollet pe diarbennet ar c'hlemmer.

Exemples historiques : 
27
Masquer la liste des exemples

dialbenn na ve graet

1659
Référence : LDJM.1 pg obuier (a ce que quelque chose ne se fasse)

dialbenn

1659
Référence : LDJM.1 pg preuenir

diarbenn

1659
Référence : LDJM.1 pg diarbena

dialpenn

1659
Référence : LDJM.1 pg deuancer

dialbenn

1659
Référence : LDJM.1 pg anticiper

diarbenn ur re

1732
Référence : GReg pg devancer (quelqu'un, aller au devant de lui)

dialbennañ, dialbenn

1732
Référence : GReg pg (aller au) devant (de, prevenir)

diarbenn

1732
Référence : GReg pg anticiper

diarbennet

1732
Référence : GReg pg anticiper

diarbennañ, diarbenn

1732
Référence : GReg pg (aller au) devant (de, prevenir)

mont da ziarbenn ur re

1732
Référence : GReg pg aller

diarbennañ ur re bennak

1732
Référence : GReg pg devancer (quelqu'un, aller au devant de lui)

diarbenn

1850
Référence : GON.II.HV pg diarbenna

diarbennañ

1850
Référence : GON.II pg dialbenna, diarbenna

diarbennañ

1850
Référence : GON.II pg dialbenna

diarbennañ

1850
Référence : GON.II.HV pg diarbenna

diarbennet

1850
Référence : GON.II pg diarbenna

aet eo da ziarbennañ e dad

1850
Référence : GON.II pg diarbenna

diarbennet eo bet eus e c'houlenn

1850
Référence : GON.II pg diarbenna

ret eo diarbennañ kement-se

1850
Référence : GON.II pg diarbenna

Ur bleiz, deuet e eskern er-maez eus e groc'hen, o vezañ ma veze ar c'has ouzh en diarbenn, a gavas, war e hent, un hordenn gi nerzhus, lart-toaz ha flour e lêr, ki distailh galloudus.

1867
Référence : MGK p7

Hogen, Marie-Antoinette ha Louis XVI a yeas dre un tu, hag a voe diarbennet ; Priñsez Lambal a yeas dre un tu all hag a c’hellas mont da Vro-Saoz, el lec’h ma ne c’helled ket kregiñ enni ken, rak edo er-maez eus he bro.

1878
Référence : EKG.II p.74

Heuliañ ar skraperien a reas war an holl gammdroioù a rejont dre ar c’hanolioù etre an enezennoù ; n’o lezas ket da rebellaat na bezañ nepred a-ziwar-wel dioutañ ; ne spontas ket rak ar saezhioù, an daredoù hag ar mein a stlapent outañ hag a gazarc’he a-bil en-dro dezhañ hag en e vag ; dre e skiant-veiz hag e zisaouzan e tiarbennas ar spioù hag ar stignoù a antelled outañ a-greiz raosklegoù ha broenegoù ar stêr, er c’hildroioù hag er strizhredennoù anezhi.

1923
Référence : SKET p.134-135

diarbenn

1931
Référence : VALL pg anticiper (devancer, prévenir), arrêter

Ar maezioù a zo frank ha n'eo ket diaes kaout digarez d'en em ziarbenn.

1944
Référence : EURW.1 p45

Ra vo skouer Ho sant merzeriet / Ur c'houlaouenn lintrus he sked / D'am c'halon sec'h ha dizeriet / Da ziarbenn lasoù ar bed !

1960
Référence : PETO p53

A-benn ar fin out-te evel an olifanted. Gorrek out da loc'hañ met pa 'c'h eus kemeret da herr, n'eus den evit da ziarbenn.

2015
Référence : EHPEA p318

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux