I.
1. Pezh a laka un harz da dremen ub., udb., da frankiz, da youl ub.
Ar wazh, kavet ganti diarbenn, a zeuy d'ober ul lenn. Galloud ar roue-se ne c'houzañve na bevenn na diarbenn.
HS. skoilh.
2. (en e furm lies)
[2015] DIARBENNOÙ : hollad an traoù a reer en a-raok evit bezañ prest da dalañ ouzh ur gwall, un diaester bnk. a c'hallfe c'hoarvezout.
Ober, [2015] kemer e ziarbennoù. Evit ober ken buan o diarbennoù e ranke bezañ nec'h enno.
II.
1. Tr. ar.
War ziarbenn, a-ziarbenn da : en arbenn da.
&
Dre skeud.
[1867] Bezañ war ziarbenn ub. : bezañ da c'hoarvezout gantañ.
[1867] Emañ an nec'h war ziarbenn ar re a vez en hent.
2. Tr. stl. isur.
DIARBENN MA : daoust ma.
Me a garfe bezañ gwelet mat diarbenn ma n'on netra.
&
Abalamour ma.
Kaset e voe kuit diarbenn ma lakae droug e pep lec'h.