Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Pezh a laka un harz da dremen ub., udb., da frankiz, da youl ub. Ar wazh, kavet ganti diarbenn, a zeuy d'ober ul lenn. Galloud ar roue-se ne c'houzañve na bevenn na diarbenn. HS. skoilh. 2. (en e furm lies) [2015] DIARBENNOÙ : hollad an traoù a reer en a-raok evit bezañ prest da dalañ ouzh ur gwall, un diaester bnk. a c'hallfe c'hoarvezout. Ober, [2015] kemer e ziarbennoù. Evit ober ken buan o diarbennoù e ranke bezañ nec'h enno. II. 1. Tr. ar. War ziarbenn, a-ziarbenn da : en arbenn da. & Dre skeud. [1867] Bezañ war ziarbenn ub. : bezañ da c'hoarvezout gantañ. [1867] Emañ an nec'h war ziarbenn ar re a vez en hent. 2. Tr. stl. isur. DIARBENN MA : daoust ma. Me a garfe bezañ gwelet mat diarbenn ma n'on netra. & Abalamour ma. Kaset e voe kuit diarbenn ma lakae droug e pep lec'h.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Va breur paour, me ho ped, n'ankounac'hait biken emañ 'n nec'h, an enkrez atav war ziarbenn ar re a vez en hent !

1867
Daveenn : MGK p17

diarbenn

1931
Daveenn : VALL pg anticipation

Kannaded deut d’hon diarbenn betek amañ diouzh Kerdiz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.112

Sur on n'en dije ket an hevelep dalc'h dirak un uc'hurzhied eus an AHHH met amañ n'emañ ket en e voued leun ha gwelloc'h e kav kemer e ziarbennoù.

2015
Daveenn : EHPEA p36

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial