I.
Ar.
1. [1659, 1850, 1927] Dre nerzh (ub., udb.).
Dibradañ ur samm a-bouez e zivrec'h. [1850] Skeiñ a-bouez e zivrec'h.
&
A-bouez korf : gant e holl nerzh.
2. Gant, dre (udb.).
Tapout ur pesk a-bouez un higenn. Ur c'hi stag a-bouez ur chadenn. Prenañ un ti a-bouez un aprest. Gelver, anavezout un den a-bouez e anv.
3. (dirak un av.)
[1927] Dre forzh.
[1927] A-bouez ober. A-bouez poaniañ eo deuet a-benn. A-bouez bezañ louzaouet eo gwellaet dezhi.
HS. War-bouez.
4. Tr. Ar.
A-BOUEZ GANT : e kempouez gant.
Emañ ar prenañ a-bouez gant ar c'henderc'hiñ.
II.
Tr. stl. isur.
A-BOUEZ MA
1. [1927] gant ma, war an diviz ma.
An nijerez a zibrado a-bouez ma vo kreñv he c'hefluskerioù.
2. A-WECHOÙ
[1929] A-boan ma.
[1929] A-bouez ma oamp gourvezet hon-daou, an tren a loc'has.
HS. a-vec'h.
Référence :
GON.II
pg batalma (Il fronde à tour de bras).
skeiñ a-bouez e zivrec'h
skei a boéz hé zivrec'h
1850
Référence :
GON.II
pg poéz, pouéz
A-bouez e zivrec'h
A-boéz hé zivrec'h
1850
Référence :
GON.II
pg bréac'h (A tour de bras, de toute sa force).
Ar manac’h a dreinas a-bouez e vrec’h an hini kozh, ne esae ket enebiñ, betek ar penn pellañ eus an tiez a yoa chomet en o sav, e kouent Sant-A[l]bin, hag en ur zigeriñ dezhañ ur gambrig vihan : — Amañ, den kozh, n’eus ket c’hwez ar gwad : houmañ a oa va c’hambr-me en nozvezh m’oac’h digouezhet amañ da verzheriañ va c’henvreudeur.
Ar manac’h a dreinaz a bouez he vreac’h an hini koz, ne esea ket enebi, beteg ar penn pella euz an tiez a ioa chommet enn ho za, e kouent Sant-Aubin, hag en eur zigeri d’ezhan eur gamprik vian : — Aman, den koz, n’euz ket c’houez ar goad : houman oa va c’hambr-me enn nosvez m’oac’h digouezet aman da verzeria va c’henvreudeur.
1877
Référence :
EKG.I.
p.59
El lec’h-se, a-bouez emwazhiennañ a bep tu a-dreuz d’ar gompezenn, e ra an Albis un niver gwazhredennoù bras pe vrasoc’h oc’h enkelc’hiañ en o dourioù enezennoù ec’hon gwezek ha raosklek.
El lec’h-ze, a-bouez emwazienna a bep tu a-dreuz d’ar gompezenn, e ra an Albis eun niver gwazredennou bras pe vrasoc’h oc’h enkelc’hia en o douriou enezennou ec’hon gwezek ha raosklek.
1923
Référence :
SKET
p.119
a-bouez
1927
Référence :
GERI.Ern
pg a-bouez (moyennant ; à condition de, à force de)
a-bouez
a-bouez ma
1927
Référence :
GERI.Ern
pg a-bouez (à condition que)
a-bouez
a-bouez ober
1927
Référence :
GERI.Ern
pg a-bouez (à force de faire)
A-vec'h [a-bouez] ma oamp gourvezet hon-daou, an tren a loc'has evit mont etrezek Masalia.
A-vec'h [a-bouez] ma oamp gourvezet hon-daou, an treñ a loc'has evit mont etrezek Massalia