Eured Nemos (an Neñv) eo gant Anderix (« rouanez-veur », an Dirien-doueez) (1) ; fraoñv-divraoñv e vez ar gwenan a-zioc’h ar bleuñvegoù ; a-bouez-penn e kan an evned war ar barroù ; hag en em c’halv al loened pevarzroadek, en ul lammat skañv ha lirzhin, ouzh gwrimenn ar c’hlasvez ha war ribl an dour.
Ha blejal, youc’hal, garmiñ, beogal ha yudal a raent gwitibunan, pep hini en e yezh, hag a-bouez-penn, ken ma veze o safar trec’h da voubou ar pedennoù, diskan ar c’hantikoù, soroc’h ken lies a votez o voustrañ poultr ha mein an hent bras, da n’eus forzh peseurt trouz all, ha zoken da vimbalaoñ ar c’hleier o vrallañ.
Disfiz o deus ouzh an istrogelled-se deuet da zirenkañ o zammig buhez plaen ha brav en ur blantañ reuz hag oc'h embann keloù fall a-bouez-penn...
Mots précédents
Mots suivants
a-bouez-traoñ