I. H.g.
A.
1. E DILERC'H, EUS DILERC'H, WAR ZILERC'H UB. : war e lerc'h.
Hemañ ne lez mann en e zilerc'h. Ar bara a van em dilerc'h a roan d'ar yer. An tammoù a chome war o dilerc'h a gasjont ganto. Ar c'hozh traoù-se a oa chomet e dilerc'h Jakez.
&
Ent strizh
War-lerc'h marv ub.
Ur gwenneg bennak a chomo em dilerc'h. Ar paperioù zo chomet eus e zilerc'h a lavar en deus e anavezet.
2.
E dilerc'h, eus dilerc'h, war zilerc'h udb. : goude an dra-se.
E dilerc'h ar brezel e voe ret adsevel kêrioù zo en o fezh. Gant ar peadra a chomas eus o dilerc'h e voe savet ur manati.
B.
1. Ar pezh a chom eus udb.
Emaint o tebriñ an dilerc'h eus ar pezh o doa espernet gwechall.
Ar vosenn avat a voe an dilerc'h eus ar brezel kriz-se.
2. Dilerc'h pred : pezh a chom war an daol, en asiedoù goude ur pred. Dilerc'h koan a chome war an daol.
3. Pezh a zeu, a zegouezh goude udb.
&
Ent strizh
Skrid a zeu da-heul unan all diechu.
Dilerc'h ha dibenn.
C. Trl.
BEZAÑ E DILERC'H : kaout dale.
E dilerc'h emañ.
II. G. (en e furm lies)
Traoù a chom goude udb.
An dilerc'hioù eus ar pezh a voe Breizh gwechall.
Référence :
GON.II
pg lerc'h, pg dilerc'h (trace, vestige, suite ; mais il ne s'emploie dans ce sens qu'avec une préposition)
Na gavot netra war va dilerc'h.
Na gafot nétrâ war va dilerc'h.
1850
Référence :
GON.II
pg dilerc'h (Vous ne trouverez rien après moi, derrière moi).
dilerc'h ar re all
dilerc'h ar ré all
1850
Référence :
GON.II
pg dilerc'h (le reste des autres).
dilerc'hioù ar pec'hed
dilerc'hiou ar péc'hed
1850
Référence :
GON.II.HV
pg dilerc'h (les suites du péché).
Goulennet he deus heuliañ ar vederien, ha dastum an tamouezennoù a chomo en o [d]ilerc'h ; hag azalek goulou-deiz betek [b]remañ, emañ er park, hep bezañ distroet d'ar gêr pennad ebet.
Goulennet é deûz heûla ar védeûrien, ha dastum ann tamouézennou a joumô enn hô zilerc'h ; hag a zaleg goulou-deiz bété vrémañ, éma er park, héb béza distrôed d'ar géar pennad é-béd.
1850
Référence :
GON.II
p.101, Buez Ruth.
Pa welan ar re-se, zo lakaet da ziwall, / Nad afe an deñved ganen pe gant un all, / Oc'h o zouzañ kempenn ha, goude o c'hignat, / O tibriñ pe wellañ, hag ar chas o krignat / Eskern eus o dilerc'h.
» Pa welann ar re-ze, zo lakeat da ziouall, / » Na dafe ann denved gan-en pe gant eunn all, / » Oc'h ho zouza kempenn ha, goude ho c'hignat, / » O tibri pe wella, hag ar chas o krignat / » Eskern euz ho dilerc'h.
1867
Référence :
MGK
p84
Evit ar merc’hed, ar re n’o doa ket bet nerzh-kalon pe amzer a-walc’h d’en em reiñ d’ar marv da dec’hout diouzh mezh ar sklavelezh, a vevas, an dilerc’h eus o deizioù, e dalc’h mistri estren.
Evid ar merc’hed, ar re n’o doa ket bet nerz-kalon pe amzer a-walc’h d’en em rei d’ar maro da dec’hout diouz mez ar sklavelez, a vevas, an dilerc’h eus o deiziou, e dalc’h mistri estren.
1923
Référence :
SKET
p.90
"dilerc’h" g.
1923
Référence :
SKET
p.170, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Reste".
ne lez mann en e zilerc'h
1931
Référence :
VALL
pg (il ne reste rien) après (lui)
en e zilerc'h
1931
Référence :
VALL
pg après (lui ; de reste)
An Tad Jouan ha me a yae alies a-gevret da ensellout ouzh an dilerc’hioù kozh a oa stlabezet dre barrez Karnoet ; kestell, bezioù, chapelioù, ha dreist-holl dismantroù roman.
An Tad Jouan ha me a yae alies a-gevret da ensellout ouz an dilerc’hiou koz a oa stlabezet dre barrez Karnoet ; kestell, beziou, chapeliou, ha dreist-holl dismantrou roman.
1944
Référence :
EURW.1
p.210
An aotrou Vallée a oa bet d’he gwelout, ha prenet en doa diganti kalz a skridoù hag a levrioù chomet war zilerc’h he gwaz.
An Aotrou Vallée a oa bet d’he gwelout, ha prenet en doa diganti kalz a skridou hag a levriou chomet war zilerc’h he gwaz.
1944
Référence :
EURW.1
p.93
Un nebeud tud eus Masoum a oa bet deut da nebeutañ da lavarout kenavo deomp, ha marteze edont o soñjal kavout un dra bennak bet lezet en hon dilerc'h.