Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. A. 1. E DILERC'H, EUS DILERC'H, WAR ZILERC'H UB. : war e lerc'h. Hemañ ne lez mann en e zilerc'h. Ar bara a van em dilerc'h a roan d'ar yer. An tammoù a chome war o dilerc'h a gasjont ganto. Ar c'hozh traoù-se a oa chomet e dilerc'h Jakez. & Ent strizh War-lerc'h marv ub. Ur gwenneg bennak a chomo em dilerc'h. Ar paperioù zo chomet eus e zilerc'h a lavar en deus e anavezet. 2. E dilerc'h, eus dilerc'h, war zilerc'h udb. : goude an dra-se. E dilerc'h ar brezel e voe ret adsevel kêrioù zo en o fezh. Gant ar peadra a chomas eus o dilerc'h e voe savet ur manati. B. 1. Ar pezh a chom eus udb. Emaint o tebriñ an dilerc'h eus ar pezh o doa espernet gwechall. Ar vosenn avat a voe an dilerc'h eus ar brezel kriz-se. 2. Dilerc'h pred : pezh a chom war an daol, en asiedoù goude ur pred. Dilerc'h koan a chome war an daol. 3. Pezh a zeu, a zegouezh goude udb. & Ent strizh Skrid a zeu da-heul unan all diechu. Dilerc'h ha dibenn. C. Trl. BEZAÑ E DILERC'H : kaout dale. E dilerc'h emañ. II. G. (en e furm lies) Traoù a chom goude udb. An dilerc'hioù eus ar pezh a voe Breizh gwechall.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

manet eo hon dilerc'h

1732
Daveenn : GReg pg (il a) demeuré (après nous)

dilerc'h

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dilerc'h

Goulennet he deus heuliañ ar vederien, ha dastum an tamouezennoù a chomo en o [d]ilerc'h ; hag azalek goulou-deiz betek [b]remañ, emañ er park, hep bezañ distroet d'ar gêr pennad ebet.

1850
Daveenn : GON.II p.101, Buez Ruth.

dilerc'h ar re all

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dilerc'h

dilerc'hioù ar pec'hed

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dilerc'h

dilerc'h

1850
Daveenn : GON.II pg lerc'h

na gavot netra war va dilerc'h

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dilerc'h

Pa welan ar re-se, zo lakaet da ziwall, / Nad afe an deñved ganen pe gant un all, / Oc'h o zouzañ kempenn ha, goude o c'hignat, / O tibriñ pe wellañ, hag ar chas o krignat / Eskern eus o dilerc'h.

1867
Daveenn : MGK p84

Evit ar merc’hed, ar re n’o doa ket bet nerzh-kalon pe amzer a-walc’h d’en em reiñ d’ar marv da dec’hout diouzh mezh ar sklavelezh, a vevas, an dilerc’h eus o deizioù, e dalc’h mistri estren.

1923
Daveenn : SKET p.90

"dilerc’h" g.

1923
Daveenn : SKET p.170, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Reste".

en e zilerc'h

1931
Daveenn : VALL pg après (lui ; de reste)

ne lez mann en e zilerc'h

1931
Daveenn : VALL pg (il ne reste rien) après (lui)

An Tad Jouan ha me a yae alies a-gevret da ensellout ouzh an dilerc’hioù kozh a oa stlabezet dre barrez Karnoet ; kestell, bezioù, chapelioù, ha dreist-holl dismantroù roman.

1944
Daveenn : EURW.1 p.210

An aotrou Vallée a oa bet d’he gwelout, ha prenet en doa diganti kalz a skridoù hag a levrioù chomet war zilerc’h he gwaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p.93

Un nebeud tud eus Masoum a oa bet deut da nebeutañ da lavarout kenavo deomp, ha marteze edont o soñjal kavout un dra bennak bet lezet en hon dilerc'h.

1985
Daveenn : DGBD p191

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial