Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Roud, heul. Ne van mann ebet war o lerc'hoù : war o lerc'h. & Tr. adv. Lerc'h-war-lerc'h, lerc'h-ha-lerc'h : an eil war-lerc'h, da heul egile. Evet en doa pemp banne lerc'h-war-lerc'h. Setu en em gavet an dud lerc'h-ha-lerc'h.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

lerc'h

1732
Daveenn : GReg pg conséquence (suite)

lerc'h

1850
Daveenn : GON.II pg dilerc'h, heûl, eûl, lerc'h, rouden, steûden, trés

deuit war va lerc'h

1850
Daveenn : GON.II pg lerc 'h, war (-lerc'h)

mont a reot war-lerc'h

1850
Daveenn : GON.II pg war (-lerc'h)

An Aotrou Poullaoueg a savas e bourzh ar Maris-Stella. Kerkent e klevj[od] ar poleoù o c’hrigoñsal, o wigourat, hag, en un taol, al lestr, goloet a lian, a soublas gant nerzh an avel, hag a droas penn war-eeun da Vro-Saoz, en u[l] lezel, er mor, un aridennad eonenn war e lerc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.227

Hadet tro-dro direizh ha revin, e tec’hjont kuit hep lezel roudenn war o lerc’h !

1923
Daveenn : SKET p.77

Brav-bras evit tri ac'hanomp da nebeutañ ; rak, kaer hon eus sellout war hol lerc'h, ne welomp ket ar pevare o tont.

1985
Daveenn : DGBD p36

Gwelet ac'h eus al lizher o deus lezet war o lerc'h?

2015
Daveenn : EHPEA p13

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial