Pellgargañ ar gerioù kar a-ziwar-lerc'h diwar-lerc'h lerc'h lerc'h-war-lerc'h war-lerc'h
war-lerc'h
war-lerc'h
Koulm baour, gwelet e voe gant ur gup krabanek o sachañ war e lerc'h, evel ul laer tec'het, ur pennad reun torret. Ar gup a ya dezhi, digor ha lemm e veg, pa gouezh warnañ, d'e dro, evel ur maen pounner, eus a-greiz an neñvoù, ur pezh labous, un er. E-pad m'edo an daou-mañ oc'h en em gribinat, ar goulm a ya kuit e-biou.
Te eo a gemero war o lerc’h renadur bagad an Alc’houeder.
Ar brud a oa en em skignet penaos an aotrou marc’heg, fritet gantañ e drantell e Roazhon pe e Pariz, en devoa ranket dont da c’houlenn repu digant e vamm ; darn all a lavare penaos ar marc’heg, erru un tamm en oad, tremenet gantañ e hanter-kant vloaz, a oa deuet da Gervarker da ziskuizhañ, evit disternañ, evit erbediñ an nebeud peadra a oa manet gantañ war-lerc’h ar c’hartoù hag ar merc’hed.
war-lerc'h
war e lerc'h
Sellout a raent war o lerc’h, bep ar mare, evel ma vije bet c’hoazh e-leizh o c’hroc’hen a spont.
Hag ar vran, ar voualc’h, ar gegin, ar pennduig hag holl laboused ar girzhier a hope war-lerc’h Job ha Lom : — « Viltañsoù ! viltañsou ! »
Eñ an hini a rede war-lerc'h ur plac'h yaouank dianav, ur jenoflenn gantañ en un dorn, hag ur barzhoneg en dorn all.
Met n'aen ket va-unan, tudoù, ur c'heneil yaouankoc'h egedon a rede war va lerc'h. Ha piv 'ta ?
Goude kreisteiz ’vat e tarzhas un heol benniget, ha c’hoarzhin a ris leizh-kof e-pad un ebad-liorzh e ti-meur pennrener an enezenn o sellout ouzh un arc’heskob eus iliz Bro-Saoz o c’hoari polod-paliked gant gwragez ha merc’hed yaouank : « Ma ! emezon ouzhin va-unan, n’on ket c’hoazh dare da welout eskob Sant-Brieg ha Treger pe hini Kemper ha Leon o lammat e stumm-se evel ur penn avelet hag o c’haloupat war-lerc’h ur volotenn ken ma fraoñje e[n]-dro dezhañ pastelloù e livitenn du ».
Met ken gouez ha ma’ z eo e gwirionez pep den, e teuer gwell [gwall] abred d’en em ober ouzh ar paour kaezh merzherien, ar c’hezeg o sachañ war o lerc’h o bouzelloù, ouzh beogadennoù ar c’hole pennfollet, ouzh ar poulladoù gwad o kaoulediñ war draezh ar redlec’h, ha ret eo din anzav, mar bije bet degouezhet d’al loen lemmgornek toullgofañ unan eu[s] ar vourevien a lamme hag a zifrete e[n]-dro dezhañ, blejet am bije moarvat, ken birvidik hag ar Veksikaned : Olle, Olle, bravo toro !
Met pa ’z eas kuit d’an diwezh, stouet e benn gantañ ha kalz krommoc’h e chouk, hag eñ o horellañ un nebeudig dre ma krene moarvat e zivhar dindanañ, rak ne oa ket mezv ar Sul-se, darbet e voe din mont war wakaat, ha n’ouzon ket kaer penaos e viris ouzhin da redek war e lerc’h en ur grial : « Ac’hanta geo, mont a rin da Sant-Brieg, met en anv Doue paouezit da ouelañ ! »
Arlerc'h an XVIIIvet hag an XIXvet kantved eo bet klozet an tachennoù, evit abegoù perc'hentiezh, hag evit diwall ar chatal ivez.
Gant beurevezh an devezh war-lerc'h, ar gwener anezhi, e tostaer adarre ouzh an aod ha, war-dro kreisteiz ez eomp e-biou da veg Sant-Visant, e korn izelañ ar Portugal.
An eil re [skeudennoù] war-lerc'h ar re all a vo evel rannoù un teulfilm skrivet ha savet war-eeun ganeoc'h...
Ma labour-me eo redek war-lerc'h ar c'horfoù-marv.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
war-lerc'h