Roud, heul.
Ne van mann ebet war o lerc'hoù : war o lerc'h.
&
Tr. adv.
Lerc'h-war-lerc'h, lerc'h-ha-lerc'h : an eil war-lerc'h, da heul egile.
Evet en doa pemp banne lerc'h-war-lerc'h. Setu en em gavet an dud lerc'h-ha-lerc'h.
An Aotrou Poullaoueg a savas e bourzh ar Maris-Stella. Kerkent e klevj[od] ar poleoù o c’hrigoñsal, o wigourat, hag, en un taol, al lestr, goloet a lian, a soublas gant nerzh an avel, hag a droas penn war-eeun da Vro-Saoz, en u[l] lezel, er mor, un aridennad eonenn war e lerc’h.
An Aoutrou Poullaouec a zavaz e bourz ar Maris-Stella. Kerkent e klefcheur ar poleou o c’hrigonsal, o vigourrat, hag, enn eun taol, al lestr, goloet a liann, a zoublaz gand nerz an avel, hag a droaz penn var eeun da Vro-Zaoz, en eur lezel, er mor, eun aridennad eonenn var he lerc’h.
1877
Référence :
EKG.I.
p.227
Hadet tro-dro direizh ha revin, e tec’hjont kuit hep lezel roudenn war o lerc’h !
Hadet tro-dro direiz ha revin, e tec’hjont kuit heb lezel roudenn war o lerc’h !
1923
Référence :
SKET
p.77
Brav-bras evit tri ac'hanomp da nebeutañ ; rak, kaer hon eus sellout war hol lerc'h, ne welomp ket ar pevare o tont.
1985
Référence :
DGBD
p36
Gwelet ac'h eus al lizher o deus lezet war o lerc'h?