Télécharger les mots parents addimeziñ dimezet dimeziñ dizimeziñ
dimezet
dimet, demet
demezet, dimezet
Petra a welis neuze ? O ! ur ranngalon e oa ! Gwele Herve, a yoa e-kichen an aoled, a yoa divarc’het ; arbel Katell Eukat a yoa diskolpet a daolioù bouc’hal ; an dilhad a yoa stlapet amañ hag ahont dre al leur-zi ; ur grusifi eus ar re vravañ, he doa bet Katell, pa zimezas, digant itron gozh maner Mailhe, a yoa aet kuit...
A ! lavaret e vez dimeziñ… dimeziñ… Gwelloc’h eo deoc’h chom hep dimeziñ, paotred, ma timezit evit lakaat ho kwreg gwalleürus war an douar.
- Paotr Tin, lakaet eo bet ar yaouankizoù war an douar d'en em zaremprediñ ha... dimeziñ. N'eus netra reishoc'h.
C’hoant bras hon divije bet da chom kalz pelloc’h c’hoazh e Fort-de-France, dreist-holl neb en devoa kavet ur wreg diouzh e c’hrad, ur wreg ma ’z oa dimezet ganti, evel ma lavarer, e penn ar bern plouz, un Doudou du pe vrizhwenn hag a rae evit he faotr kement tra en he galloud evit ur bennozh Doue : kannañ e gouez (1), aozañ e voued sasunet gant pebr ruz, jinjebr, avaloù-pebr ha me oar peseurt temz an diaoul (kement ha ken bihan ma veze dalc’hmat gwad ar paour kaezh o virviñ en e wazhied) hag evel[-]just deiz ha noz e tizkoueze d’he gwaz pegen start e oa karet ganti.
Ken kreñv hen c'hoantaen ma timezis, tre goude ma oa bet embannet an torr-dimeziñ, gant Mic'halis, ar plomer.
"Penaos e c'hell bezañ e timezfe ur vezegez gant ur plomer?" Siriusaat a ra ha kendelc'her.
Mots précédents
Mots suivants
dimeziñ