I. Doar. (db. an dud)
1. Kuit eus ur bec'h, ur gefridi, un dle, un atebegezh bnk.
Kerzh da lavaret an dra-se dezhañ, setu e vi diskarg. Bremañ on diskarg eus ar vugale. Diskarg int eus o fec'hedoù. Pa vezer kretaet bepred e vezer diskarg.
[1877] Diskarg eo hor c’halon dirak Doue, deomp ivez ’ta en hent dispont ha dinec’h.
&
Ent strizh
Kuit a zleout arc'hant.
Ar vugale zo diskarg.
2. Didamall.
N'int ket diskarg dirak Doue.
II. Doar./Stn.
1. (db. an dud, al loened)
Stummet brav, heneuz.
Ur gazeg pounner gant memproù diskarg dindani.
2. (db. an dud)
N'eo ket tevaet gant an oad.
N'eo ket chomet ken diskarg hag e dad d'an oad-se.
3. Goullo.
E bistolenn diskarg hag e yalc'h vras goullo en e gichen.
Diskarg eo hor c’halon dirak Doue, deomp ivez ’ta en hent dispont ha dinec’h.
Diskarg eo hor c’haloun dirag Doue, deomp ive ’ta enn hent dispount ha dinec’h.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.200
Evel m’oa mut ar vro, e kargis va fuzuilh, a yoa diskarg abaoe al lamm [a]m boa graet eus a veg va c’hordenn, ha goude-se, a-hed an [t]albenn, e tiskennis betek penn ar c’hraou-saout a zo harp ouc’h an ti.
Evel m’oa mud ar vro, e kargiz va fuzil, a ioa diskarg abaoue al lamm em boa great euz a vek va c’hordenn, ha goude-ze, a-hed an dalbenn [sic], e tiskenniz betek penn ar c’hraou zaout a zo harp ouc’h an ti.