Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
11
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Den zo e orin en un den, un tiegezh, ur bobl bnk. Reiñ e c'hlad en hêrezh d'e ziskennidi. Diskennad e oa eus unan eus tiegezhioù koshañ ha brudetañ e vro.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

Etre mibien, gourvibien ha diskennidi nes-pe-nesoc’h Manos ha Bena meur a hini a voe a savas dreist d’ar re-all dre o meiz, o enklaskoù, an evezhiadennoù a rejont hag ar c’havadennoù a zeuas da heul.

1923
Daveenn : SKET p.53

"diskennad" [...], liester "diskennidi".

1923
Daveenn : SKET p.171, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Descendant".

Nemet, evurusoc’h eget meur a hini eus o diskennadezed war o lerc’h, e voent dieubet gant o [c’hen]vroiz nebeudik goude ma voent bet skrapet.

1923
Daveenn : SKET p.133

Bez' o devoa danvez e kêrioù a zo hiriv c'hoazh perc'hennet gant hiniennoù eus o diskennidi.

1944
Daveenn : EURW.1 p9

An aotrounez -diskennidi an dierned- o doa lavaret en ur zigouezhout er vro : an douaroù a zo dimp.

1944
Daveenn : EURW.1 p8

E soñj dezhañ a oa prouiñ, kent e varo, daou dra : Da gentañ, ne oa ket hor c’hentadoù-ni, Bretoned, diskennidi eus Bretoned Breizh-Veur, hogen nized vihan pell an Arvoriz, breudeur d’ar C’halianed.

1944
Daveenn : EURW.1 p.209

E miz Here 1850 e timezas gant Emilie Rouanet-Kummer a oa ivez un diskennadez eus hugunoded c'hall.

2012
Daveenn : ADULT p. 231

Ouzhpenn m'en em lakae dre-se Yann diskennad da C'hralon ec'h embanne ivez e oa koshoc'h rouantelezh Breizh eget hini ar Franked, eeun d'ar mare ma oa an dugelezh o tont a zindan dalc'h ar C'hallaoued.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 15

Soñjet hon eus en em lazhañ er Partenón evit ma welo da nebeutañ hon gourdadoù eus an henamzer e peseurt stad omp bet lakaet gant o diskennidi. Fidías, Periklés, Sokrates, mervel a reomp evit na welimp ken al louskoded-se, ho tiskennidi.

2015
Daveenn : EHPEA p182

Ur vojenn, pe ur gredenn, a lakae ar Vrezhoned da vezañ diskennidi ur Brutus bennak, hennezh bet aet kuit eus Troia pa oa bet aloubet ar gêr-se gant kadourien Agamemnon.

2016
Daveenn : ILIAS p. 9

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial