Marteze e kav deoc’h n’em eus graet, betek-henn, nemet lavaret gevier en ur zisklêriañ deoc’h an traoù diskiant ha kriz a rae ar republikaned en eskopti Treger, rak lavaret a reot din : Mard eo brav kontañ gevier pa deuer a-bell, eo ker brav kontañ gevier diwar-benn ar pezh zo c’hoarvezet a-bell zo.
An unanvet beleg-meur ha pevar-ugent, pa c’houlenned outañ diwar-benn an holl draoù-se, a zisklêrias ez oa an daou vrezelour Esus ha Kernunnos, hag o doa an doueed, gant karantez, kred ha kalonded ar plac’h he gouriz arem o teneraat anezho, mennet o c’has daveti bemnoz betek fin ar bed, dezhi da c’hallout tañva un diskuizh bennak.
Prezegenn graet gant an Ao. Perrot ha skingomzet gant Roazhon-Breizh da Sadorn-Fask ; a-raok ar brezegenn, Mona Pesker a ganas kantik ar Basion, ha, war-lerc'h, Strollad kanerien ha sonerien Roazhon-Breizh a zisklêrias un oratorio nevez-flamm savet gant Jef Penven war gwerzioù an Ao. Bourdelles en e « Basion an Aotrou Krist. »
Gouez da R. Musset koulskoude [...] he devije ur frailhenn lakaet Mulgul Brest da c'houzizañ. Evel-se e vije disklêriet fozioù ar Mulgul ha donder an draonienn veuzet.
Disklêriañ a ran bezañ ez personel a-enep krenn implij an armoù e n'eus forzh peseurt degouezh.
Un dra a c'hoarvez ha n'eo ket bet diskleriet mat betek-henn : dre ma tostaont ouzh ar mor ez a ar gouennoù da get.
Ha setu perak n'em eus testeni ebet o tiskleriañ e ven bet "badezet" war al linenn d'ar 25 a viz even 1937.
Hed-ha-hed ar briefing-se e c'hall pep hini lâret ne gemero ket perzh, abalamour ne sav ket a-du gant an taol peotramant ne fell ket dezhañ sammañ ar riskloù disklêriet.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
disklêriañ