Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Lakaat udb. da vezañ gwelet gant ub. dre e lakaat war-hed gwel dezhañ pe war-bouez ur jestr. Diskouez din da labour. Diskouezet em eus d'an den an hent da Gemper. Diskouez e ziv regennad dent : o dispakañ. & Trl. Diskouez ar pevar hag ar meud : kinnig en em gannan. & Diskouez kil e zorn da ub. : e c'hourdrouz. & Dre skeud. Diskouez e seulioù : mont kuit eus an ti ma labourer. & Dre ast. Diskouez udb. d'udb. all : treiñ an dra-se etrezek udb. all. Diskouez e zaouarn d'al loar. & Dre fent Poent eo diskouez ar vreolim d'ar c'hontilli : o lemmañ. 2. Dre ast. (db. an traoù) Reiñ udb. da welet. An aerbouezer a ziskouez an amzer zo da vezañ. Ar gartenn-mañ a ziskouez mat torosennadur ar vro. B. 1. (db. santadoù an dud, o stad) Reiñ udb. da verzout d'ub. Arabat diskouez da from. & Ent krenn Hennezh zo klañv ha ne ziskouez ket. & (dirak un islav. degaset gant ar rn. v. "e" prl.) N'o deus ket c'hoant da ziskouez emaint o koll. 2. (db. dremm, neuz an dud) Reiñ udb. da verzout. E zremm a ziskouez e oad. & (dirak un islav. degaset gant ar rn. v. "e") E liv a ziskouez eo klañv. HS. diskuliañ. 3. Reiñ udb. da c'houzout, lakaat udb., ur santad dh., anat, dre e oberoù, e emzalc'h. Diskouez e anaoudegezh vat da ub. Diskouez joa ouzh ub. & Trl. Diskouez sec'hor da ub. : e zegemer reut. 4. (db. an traoù) Reiñ udb. da c'houzout. Al loar a ziskouez an amzer a vez da vezañ. An tan a ziskouez avel : dre ma tev dizingal. C. 1. Prouiñ, lakaat udb. anat, dre an displegañ. Diskouez udb. sklaer hag anat. Diskouezet mat en deus ar gudenn din. & (dirak un islav. degaset gant ar rn. v. "e") Diskouezet e voe e c'hoarveze kurun ha luc'hed da heul un diskarg tredan. & Displegañ. Diskouez petra ober. 2. Prouiñ dre e emzalc'h, e oberoù. N'eo ket tra-walc'h lavaret e karer Breizh, ret eo e ziskouez dre an oberoù. II. (dirak un av.) DISKOUEZ BEZAÑ, KAOUT : bezañ doare gantañ da vezañ, da gaout. Diskouez a reont bezañ tud onest. Loeiz a ziskouez kaout keuz d'e verc'h. Diskouez a ra kaout poan spered. Ne ziskouez ket bezañ chalet. HS. hañvalout, seblantout. III. V. em. EN EM ZISKOUEZ : en em lakaat war-wel. Ne gredas ket en em ziskouez du-mañ ken. N'en em ziskouez e neblec'h. An Diaoul e-unan en em ziskouezas. IV. V.g. Bezañ war ziskouez. An traoù kaer a vo o tiskouez er mirdi. V. YEZHAD. (impl. da spizer en e furm av.) Termen a dalvez da zezverkañ raganvioù, rannigoù zo o c'harg lakaat a-wel, lec'hiañ tud, traoù.

Skouerioù istorel : 
114
Kuzhat roll ar skouerioù

deskouez

1499
Daveenn : LVBCA p60 (demonstrer)

Ha hi [Katell], monet hardizh gant un c'houraj mat bede an impalazr en ur lavaret dezhañ [ : «]Da zignite a urzh hag da ofis a zeskouez penaos hervez rezon ez tleez bezañ saludet ha gwraet enor dit, ma'z vete a aznavfe krouer an neñv [hag] an douar, hag a revok[f]e da afeksion diouzh an doueoù[. »]

1576
Daveenn : Cath p6

ne ra man, penn-kaz pe feson pe nep diskouez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (il n'en fait aucun) semblant

diskouez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg produire

diskouez egzampl

1659
Daveenn : LDJM.1 pg frayer (le chemin)

en em ziskouez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg paroitre

en em ziskouez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg aparoistre

diskouez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg monstrer

en em ziskouez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg comparoistre

diskouez aznat ha patant

1732
Daveenn : GReg pg demontrer (montrer clairement & evidemment), (rendre) évident (mettre en évidence)

diskouez dre ar stlakerezh eus an daouzorn ec'h aprouer un dra

1732
Daveenn : GReg pg applaudir

em ziskouez

1732
Daveenn : GReg pg apparoitre

em ziskouezet

1732
Daveenn : GReg pg apparoitre

diskouez e zorn d'ar Gipsianed evit klevet e zestinadurezh

1732
Daveenn : GReg pg aventure (donner la main aux Boemiens et aux Egiptiens pour se faire dire la bonne aventure)

diskouezet

1732
Daveenn : GReg pg aventure, averer

diskouez eo gwir un dra

1732
Daveenn : GReg pg averer (verifier)

diskouez e beurober

1732
Daveenn : GReg pg (faire son) chef-d'oeuvre

diskouezet e beurober

1732
Daveenn : GReg pg (faire son) chef-d'oeuvre

diskouez e benn-euvr

1732
Daveenn : GReg pg (faire son) chef-d'oeuvre

diskouezet e benn-euvr

1732
Daveenn : GReg pg (faire son) chef-d'oeuvre

al lizherenn A, a sinifie pemp-kant ; evel a ziskouez ar werz-mañ. Possidet A. numeros quingentos, ordine recto

1732
Daveenn : GReg pg chiffre (A signifioit cinq cenc)

diskoueiñ an hent

1732
Daveenn : GReg pg conduire (guider en chemin)

discuëz da ur re e joa eus a

1732
Daveenn : GReg pg congratuler (feliciter)

diskouez e wir joa eus a vat e vignon

1732
Daveenn : GReg pg conjouir (se conjoüir avec quelqu'un, se rejoüir avec lui du bien qui lui est arrivé)

diskouez e anaoudegezh vat da ur re

1732
Daveenn : GReg pg grace (Rendre graces à quelqu'un.)

diskoueiñ sklaer

1732
Daveenn : GReg pg demontrer (montrer clairement & evidemment)

diskouez

1732
Daveenn : GReg pg designer (montrer, indiquer)

diskouezet

1732
Daveenn : GReg pg designer (montrer, indiquer)

diskouez gant ar bez

1732
Daveenn : GReg pg (montrer au) doigt

diskouez anat

1732
Daveenn : GReg pg (faire toucher au) doigt

diskouez sklaer

1732
Daveenn : GReg pg (faire toucher du) doigt

diskouez e ditroù

1732
Daveenn : GReg pg exhiber

diskouezet e anaoudegezh vat da ur re

1732
Daveenn : GReg pg grace (Rendre graces à quelqu'un, pp.)

Hor Salver en em ziskouezas da ziskibled Emmaüs dindan ar spes a birc'hirin.

1732
Daveenn : GReg pg figure (Notre Seigneur prit la figure de pelerin, lorsqu’il apparut aux deux Disciples d'Emmaüs.)

An Doktor sant Tomaz a ziskouez aznat penaos ez eo divennet gant al lezenn a natur memes ar bailhardiezh simpl.

1732
Daveenn : GReg pg fornication (Saint Thomas prouve que la simple fornication est defendue de droit naturel.)

Ar sent o deus diskouezet deomp an hent eus ar vertuz.

1732
Daveenn : GReg pg frayer (Les Saints nous ont frayé le chemin de la vertu.)

taolenn pehini a ziskouez lod eus ar bed pe an holl vroioù eus ar bed

1732
Daveenn : GReg pg geographique (carte geographique)

diskouezet en deus deomp kement en devoa

1850
Daveenn : GON.II pg diskouéza

en em ziskouezañ

1850
Daveenn : GON.II pg diskouéza

diskouez

1850
Daveenn : GON.II pg diskouéza

Diskouezit an hent d'an den-se.

1850
Daveenn : GON.II p.96, livre second, " Montrez le chemin à cet homme-là".

Diskouezit gweleoù all din, ar re-mañ a zo kalet.

1850
Daveenn : GON.II p.70

Ho tiskouez ar ra gant ar biz.

1850
Daveenn : GON.II p.96, livre second, "Il vous montre au doigt".

Kaloniezh en deus diskouezet en darvoud-se.

1850
Daveenn : GON.II pg kalouniez (Il a montré de la grandeur d'âme dans cette circonstance).

N'en em ziskouez ket da Vooz, ken n'en devezo debret hag evet.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.103, Buez Ruth.

Diskouezit din an ed hoc'h eus da werzhañ.

1850
Daveenn : GON.II p.73

Diskouezit an dra-se da anaoudeien.

1850
Daveenn : GON.II pg anaoudek (Montrez cela à des connaisseurs.)

diskouezet em eus dezhañ an didalvedigezh eus a gement-se

1850
Daveenn : GON.II pg didalvédigez

diskoueiñ

1850
Daveenn : GON.II pg diskoéein, diskouéza

diskouezañ

1850
Daveenn : GON.II pg diskoéein, diskouéza

diskouez

1850
Daveenn : GON.II pg diskouéza

diskouezet

1850
Daveenn : GON.II pg diskouéza

diskouezit an hent din

1850
Daveenn : GON.II pg diskouéza

diskouezet em eus dezhañ an ti

1850
Daveenn : GON.II pg diskouéza

Demat dit Marc'harid, diskouez din da lostenn

1857
Daveenn : CBF p26

An azen, deuet e dro, a lavar evel-henn : "Ned eus ket pell, soñj am eus, ur wech, en ur dremen, Dre ur prad glas a oa, me 'gav din, d'ur manac'h, An naon, ar geot flour ha, m'en diskuilh hep nac'h, Dre ali Paol gornek o sutal em fenn sot, e peurjon er prad-se ledander va zeod. Me n'edon ket em zra, evit lavaret gwir. Diouzhtu e voe ar vlej war al loen blevek hir. Ur bleiz, den a studi, a ziskouezas displeg e oa deuet ar c'hleñved diwar ar skouarneg, hag e tleit, 'mezañ, sevel hed e livenn Al loen-se divalo, rognek-fall, diskroc'hen. Laerezh tra e nesañ, ne oa gwashoc'h torfed ! Nemet dre ar marv ne vije ket gwalc'het ; ur vezh e oa e welet : d'ar bed-holl evit skouer 'Oa ret e vije roet. Lazhet e voe ar c'houer.

1867
Daveenn : MGK p26

Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignoned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed. Er skridoù e welomp pa c'hoarvez gwalleurioù, E klasker evel-se outo pep seurt louzoù. Kavet eo hon hini, n'hor beus nemet gwelet Piv ac'hanomp bremañ en deus gwashañ pec'hed. N'en em veulomp eta, hep damant diskouezomp Plegoù kuzh hor c'halon hag e pe stad emaomp. Evidon-me lontrek, me am eus dispennet, hep n'o doa graet droug din, un taol bras a zeñved, Hag a-wechoù, zoken em eus ivez debret Ar pastor deñved."

1867
Daveenn : MGK p24

Skeiñ a ra war an nor, poulzañ, en em ziskouez.

1867
Daveenn : MGK p66

diskouez a fellas da Rikoù e oa evit ober ar pezh a oa e c'hoant. Hag eñ dezhi; hag en ul labourat e lavare groñs da dud e vro : "Prenet am eus e kêr ur seurt bleud flour na gaver ket stank e bar war ar maez; ha gantañ e rin ur seurt kouign, setu ! n'en deus tañvaet biskoazh Yann gouer, m'en toue !

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VI

Ha n'eo ket kement-se diskouez youl ha kalon ? Bezañ diskaret d’an traoñ gant ur c’har frigaset, kaout penn a-walc’h c’hoazh goude-se evit kregiñ en e fuzuilh ha tennañ war an hini en doa her glazet, ha n'eo ket an dra-se en em gannañ a-zevri ha betek an huanad diwezhañ ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.298

Bennozh Doue deoc’h evit ar garantez a ziskouezit din : Me, n’hoc’h ankounac’hain biken, n’ho tilezin ket, mar gellan.

1877
Daveenn : EKG.I. p.12

Ar pezh ez an da gontañ a ziskouezo kement-se deoc’h gwell eget va c’homzoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.2

E-touez ar bobl, e oa ivez chomet pell ar soñj eus ar galon hor boa diskouezet e Kergidu hag eus an dismegañs o doa an holl evit soudarded Canclaux.

1877
Daveenn : EKG.I. p.308-309

Bremañ ez eus savet war ar Forn, evit he reiñ da anaout d’al listri, un tour-tan hag a zo ennañ sklerijenn, evel ur c’houlaouenn vras-vras, a sav hag a ziskenn, a en em ziskouez hag en em guzh, evel ur bugel o c’hoari koukoug a-dreñv kein e vamm. Neuze n’oa ket an traoù er c’hiz-se ; neuze n’oa netra war roc’h ar Forn hag e ranked he c’hlask, en noz, mar doa c’hoant d’he c’haout.

1877
Daveenn : EKG.I. p.226

E Breizh, pep tra a oa mat d’an dud difeiz evit dont a-benn eus o zaol ha ne vankent tro ebet evit diskouez ar gasoni o doa ouc’h Doue hag ouc’h ar re hen adore.

1877
Daveenn : EKG.I. p.157

Ne veze peurvuiañ war e dro nemet e gloc’her ha pemp pe c’hwec’h kanfard all, a veze gantañ oc’h evañ banneoù hag o tiskouez an hent d’ar soudarded da vont da gregiñ, pa c’hellent, e beleien hag e tud vad, en tiez diwar ar maez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.87

Trouz a yoa ganto ; pep hini a save e vouezh evit disklêriañ ha diskouez en doa graet gwelloc’h eget ar re all, pa en em gavjont er penn pellañ eus ar gouent, en ur c’hogn-tro, e kichen an nor.

1877
Daveenn : EKG.I. p.40

Hag e tiskouezas dezhañ an urzh en doa bet digant renerien Kastell da zestum beleien war e hent ha d’o c’has d’ar prizon da gastell Brest.

1877
Daveenn : EKG.I. p.257

Mat, hennezh, ar Brutus-se, en doa c’hoant da lakaat an tan en ti a-raok mont war-zu Lesneven, evit diskouez, a lavare, d’ar c’houeriad ne dleer ket lezer soudarded ar Republik da vervel gant ar sec’hed.

1878
Daveenn : EKG.II p.55

Petra a rafen-me de[zh]añ ? Me ziskouezfe de[zh]añ pelec'h an neus manket ar mañsoner, hag a gasfe ane[zh]añ er-maez deus ma zi, gant un tol troad er lec'h ma teu ar c'hein da goll e anv. Bez' sur na vije ket klañv gant ar c'hoant da addont.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

deskouez

1909
Daveenn : BROU p. 226

E-kichen teir urzh ar Gorsedd ez eus c'hoazh un urzh izel, e vezo digemeret enni an dud yaouank troet-mat hag a ziskouez kaout ur spered barzhek.

1909
Daveenn : REZI p. 5

Pa zeue, goude, da blegañ e ziwaskell skuizh o stekiñ e dreid d’ar c’hlann-hont, e kave war an traezh an dibourc’h-korf-den en doa lezet en tu-mañ d’ar mor, hag a ranke adwiskañ ur pennadig c’hoazh d’en em ziskouez dirak ar Roue a zo o tiwall, e-harz an daou venez, an ode d’ar saonenn strizh ma teu drezi an eneoù da gompezennoù gwenvidik Aballo (2).

1923
Daveenn : SKET p.70

Gwashat taol-dismegañs ouzh izili ar Rummad peurbad en em ziskouez dezho gant dilhad intret pe roget, ivinoù lous ha krennet-fall, penn ha korf n’eus bet berad-dour war o zro, treid flaerius, blev hep bezañ gwalc’het, kribet, barrskubet kempenn (2).

1923
Daveenn : SKET p.63

Miret eo bet gant beleien Dis Atir, e-touez Volked an Erkunia, en danevell-gelenn a reont anezhi « Ermaeziadenn an ene », ar bedenn a veze lavaret gant tud ar vro-Wenn, p’en em ziskouezent dirak ar Roue a zo en e goazez dindan ivinenn ar Vuhez [...].

1923
Daveenn : SKET p.71

Heoliet-skedus, glas, kenedus e oa ar maezioù-se hag o dije c’hoantaet an teir c’hoar douarañ en enezenn a ziskoueze bezañ didud. Hogen ne voe ket aotreet gant an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.109

Etre an holl ouennoù roueel deut eus ar vro-Wenn, gouenn Vomoros he deus en em ziskouezet dreist dre he doujañs ouzh an doueed.

1923
Daveenn : SKET p.124

diskouez : en em z- dreist dre ("en em ziskouez dreist dre")

1923
Daveenn : SKET p.171, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Se distinguer par".

En em ziskouez dirak

1923
Daveenn : SKET p.174, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Comparaître devant".

Evel-se eo : "Wear", kontelezh Durham Bro-Saoz, a c’houlenn en e raok un henfurm "Visuria" a zo ivez henanv ar Weser, en Alamagn an hanternoz, hag ar Vesdre, er Veljig (1); "Weaver", stêrig eus kontelezh Chester, "Waver", stêrig eus kontelezh Cumberland, a ziskouez dont an eil hag egile eus un henfurm "Vebros", diwarni en Alamagn an hanternoz "Wipper", anv teir stêr a Dhuringe hag un adstêr d’ar Roen etre Düsseldorf ha Deutz (2).

1923
Daveenn : SKET p.144 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Karadek e tiskoueze bezañ hag e skede e zaoulagad evel daoulagad un naerig endra ma c’hoarzhe outi.

1924
Daveenn : SKET.II p.12

Enezenn Rugen, gant he zornaodoù kleiz gwenn o sevel, e lec’hioù-zo, betek da 130 metr uhelder, a ziskouezfe a-walc’h bezañ heñvel ouzh Likkoleuka ar skrid-mañ, Reclus, Geogr. univers. III, pp. 810-3.

1924
Daveenn : SKET.II p.74, Notenn 1

A vro-Danmark e tiskouezont bezañ genidik hag e kav d’an aotrou Loth ez oant Kelted, Rev. des Et. Anc. 1916, p. 285 ; 1921, p. 327-8 ; Rev. celt. 1920-1, pp. 259-88.

1924
Daveenn : SKET.II p.69

Bilzig a ouie ervat penaos biskoazh e garantez dinamm abeg ebet n’he dije d’en em ziskouezañ : kuzhet e oa, kuzhet e chomo.

1925
Daveenn : BILZ2 p.179

Ar paourkaezh ki-mañ - treut-gagn en deizioù kentañ m'edomp-ni degouezhet e Berrtomm - a lammas ouzhimp en ur fistoulat e lost hag en ur chilpat da lipat hon daouarn deomp, bet peurlouzet ganeomp a-ratozh-kaer evit diskouez d'hor mestr e labouremp, en desped ne yoa den ebet o lakaat evezh warnomp.

1929
Daveenn : SVBV p6

en em ziskouez

1931
Daveenn : VALL pg apparaître

diskouez bezañ paour

1931
Daveenn : VALL pg aspect

diskouez bezañ kreñv

1931
Daveenn : VALL pg (avoir l') air (de, paraître être fort)

diskouez anat

1931
Daveenn : VALL pg arborer

diskouez a ra bezañ mezv

1931
Daveenn : VALL pg apparaître (il apparait d'après son allure qu'il est ivre)

diskouez

1931
Daveenn : VALL pg (s')accuser (faire paraître), (avoir l') air (paraître), apparaître

deskouez

1931
Daveenn : VALL pg arborer

diskouez bezañ pinvidik

1931
Daveenn : VALL pg aspect

en em ziskouez anat

1931
Daveenn : VALL pg (s')avérer

diskouez sec'hor da

1931
Daveenn : VALL pg accueillir (froidement)

Ma n'eo ket bet ez ret, d'hor meno, an holl roufennoù-se traoniennoù beuzet a glotfe spis gant aberioù Enez Vreizh hag Iwerzhon, evel ma 'z eus bet tud ouzh hel lavarout re vuan marteze, e tiskouezont da nebeutañ ez eo bet diveuzet ar rann-se eus gourvazenn an Douar-Bras.

1943
Daveenn : TNKN p34

Da Alzasiz eo deuet an enor da ziskouez ar skouer vat da gelennerien hor bro.

1944
Daveenn : EURW.1 p53

An afer Dreyfus he doa rannet ar C’hallaoued etre div gostezenn : yaouankizoù ar skolioù-uhel a gave brav goapaat ar « brageier lêr kozh », ha diskouez evel-se pegen digabestret e oa o empennoù…

1944
Daveenn : EURW.1 p.197

Ar pennad-mañ a ziskouezo sklaeroc'h c'hoazh peseurt kemm a zo etre ur Gall savet war skouer Pariz evel ma'z int holl, hag un den bennak evel un Alzasiad, n'eo ket bet distummet, na gwiet e skiant gant orezonoù jakobin.

1944
Daveenn : EURW.1 p53

« Diskouez din al levr-se 'ta ! »

1944
Daveenn : EURW.1 p41

Pourmen a rae ganti dre Vreizh, hag he diskouez evel un teñzor.

1944
Daveenn : EURW.1 p.190

« Setu amañ a betra ‘zo kont. O klask gwelout ac’hanoc’h o vont da Vrest emeur. An aotrou Kloareg, kannad Montroulez, maer Plouyann, en deus roet hoc’h anv da brefed Penn-ar-bed, da vezañ diskouezet da aotrou pennrener ar Republik e Brest, dimerc’her. Hallo, skampit. »

1944
Daveenn : EURW.1 p.200

Ar sklerijenn a oa gwenn, evel ar sklerijenn a dle teurel Anaon ar Gristenion p’o deus bet aotre digant an Aotrou Doue d’en em ziskouez d’an dud evit reiñ kentel dezho.

1944
Daveenn : ATST p.51

Benn ar fin, e voe ret reiñ 30 lur dezhi evit dislavar. Evit ma marc'had kentañ, e oan 'n em ziskouezet un diskardig...

1944
Daveenn : EURW.1 p.136

Ar marichal a yae droug ennañ abalamour ne oa kredet gant den. — « Mat ! » emezañ, « me a yelo, en noz-mañ, da Garreg-al-Louarn, ha me a ziskouezo deoc’h piv eo Satanaz pe n’on ket un den. »

1944
Daveenn : ATST p.114

- O ! ur barzhoneg !... Diskouez !... Madrigal ar jenoflez, flourat anv !

1949
Daveenn : SIZH p.55

E-lec'h mont, avat, setu hi hag azezañ war ar skabell-bediñ, ha gant he dorn du-maneget diskouez ur plas d'ar breur Arturo en he c'hichen. - Azezit em c'hichen ! emezi.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Gant da geinvan ehan, bugel, / Ha mir kabestr, kentr ha sugell. / Ma skiant-vat a ziskouez din / Petra da ober hag er grin. / Foei d'ar breud ha d'hon abadenn, / Laka fin da'z klemmuskadenn !

1960
Daveenn : PETO p19

Ha pleg-mor Biskaya a fell dezhañ, evit doare, diskouez din n'eo ket bet laeret gantañ ar vrud fall en deus ha n'emaon ket kaer war va zu pa zivorfilan em gweleig.

1985
Daveenn : DGBD p10

Amjestr e oa an diviz da gemer - pezh a oa lavarout nebeut - hag evitañ da gaout peurliesañ fiziañs ennañ e-unan, e krogas da c'hoantaat kaout ali unan all. Ne oa ket anv a c'houlenn war-eeun : marteze avat, dre emziskouez ampartoc'h...

2012
Daveenn : DJHMH p47

He foellata a ziskouez bezañ gaou pa erruomp war leurgêr Omonia.

2015
Daveenn : EHPEA p18

Da gentañ-penn e vez komprenet fall-tre ar feulster gant an dud... ha n'eo ket abalamour d'un irienn bennak a-berzh ar mediaoù. Mont en-dro ar sevenadurezh studiet gant Norbert Elias a ziskouez kement-se.

2015
Daveenn : DISENT p39

Kalon o micher eo sevel a-du gant ar stourmerien, diskouez bezañ intereset gant o stourm, reiñ mel dezhe ha dizramaekaat an traoù kuit na vefec'h [deoc'h da vezañ] war evezh ha gallout rastellat titouroù neuze...

2015
Daveenn : DISENT p145

Gant an taolioù-se e klasker diskouez piv eo an enebourien e gwirionez, teurel un tamm sklêrijenn war o c'homzoù toull, war o oberezhioù kuzh, hag all, hag all... betek ma kollfont an dud a vot evite, o fratikoù, o skoazellerien a-genwerzh, o c'hamaraded politikel, ha kement zo, rak ne fello ket d'ar re-se bezañ lousaet gant brud fall hoc'h enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p56

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial