Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Abadenn diskouez pezhioù, kenderc'hadoù, h.a. Diskouezadegoù abati Daoulaz. Diskouezadeg Hollvedel Sevilla e 1992. Un diskouezadeg war ar c'helenn. [1954] Aozet e oa bet gant an Amerikaned un diskouezadeg etrevroadel e Charleston, e stad Karolina ar C’hreisteiz, ha diskenn a rejomp bete du-hont rak pedet e voemp da zouariñ en ur rann eus pleg-mor Chesapeake, e lenn Hampton-Roads, marteze ledanoc’h c’hoazh eget re Vrest ha Bizerte. 2. Dre ast. Hollad ar pezhioù diskouezet. Un diskouezadeg taolennoù. Un diskouezadeg levrioù. HS. saloñs.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Aozet e oa bet gant an Amerikaned un diskouezadeg etrevroadel e Charleston, e stad Karolina ar C’hreisteiz, ha diskenn a rejomp bete du-hont rak pedet e voemp da zouariñ en ur rann eus pleg[-]mor Chesapeake, e lenn Hampton-Roads, marteze ledanoc’h c’hoazh eget re Vrest ha Bizerte.

1954
Daveenn : VAZA p.102

Emañ skipailh an Hennadiñ gant e labour e sal an diskouezadeg.

2015
Daveenn : EHPEA p52

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial