Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. Distagañ diouzh ur c'hrog, diouzh udb. da istribilhañ. Diskregiñ anduilh diouzh ar siminal. II. V.k.d. 1. DISKREGIÑ DIOUZH UDB., UB. : e lezel da vont, en em zizober dioutañ. Diskregiñ diouzh e armoù. Ar bleiz a ziskrogas diouzh e breizh. Diskregiñ diouzh ur c'harr kozh evit prenañ unan nevez. [1877] Ar mammoù ne ziskrogent ket kennebeut eus o bugale. 2. DISKREGIÑ DIOUZH UN OBER BNK. : paouez gantañ. Diskregiñ diouzh e labour. Diskroget o deus diouzh ar stourm. & Ent krenn Paouez, ehanañ. Labourat hep diskregiñ. III. V. em. EN EM ZISKREGIÑ DIOUZH UDB. : e lezel da vont. Kement all a boan a veze oc'h en em ziskregiñ diouzh ar c'hezeg pe ar bouchoù bihan.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

diskregiñ diouzh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg decrocher

diskregiñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg d[e]mordre

derc'hel mat d'e opinion hep nepred diskregiñ

1732
Daveenn : GReg pg abonder

diskregiñ

1732
Daveenn : GReg pg decrocher (tirer du crochet, d'un accroc), demordre, deprendre (detacher)

diskrogiñ

1732
Daveenn : GReg pg decrocher (tirer du crochet, d'un accroc), demordre

diskrogiñ

1732
Daveenn : GReg pg dependre (détacher une chose penduë en haut)

diskregiñ gant an dent

1732
Daveenn : GReg pg desserrer (les dents, quitter prise d'une chose qu'on mord, ou qu'on tient avec les dents)

ne'm eus ket gellet e lakaat da ziskregiñ

1850
Daveenn : GON.II pg diskrégi

n'eo ket fellet dezho diskregiñ

1850
Daveenn : GON.II pg diskrégi

diskrogit an tamm kig-se

1850
Daveenn : GON.II pg diskrégi

diskregiñ

1850
Daveenn : GON.II pg diskrégi, diskrôgi

diskrogiñ

1850
Daveenn : GON.II pg diskrégi, diskrôgi

diskroget

1850
Daveenn : GON.II pg diskrégi

Neuze ar martolod kozh a lammas e-unan e-touez ar foenn, hag a daolas e zorn war golier e gi. Mes n’oa ket evit her lakaat da ziskregiñ...

1877
Daveenn : EKG.I. p.140

Ar mammoù ne ziskrogent ket kennebeut eus o bugale.

1877
Daveenn : EKG.I. p.266

Madelen a ziskroge ar sklisenn eus an tach, ur baotrez a azeze war an oaled ; ar paotr, a [veze] dindan, a lakae e benn war barlenn ar baotrez, stignet mat e vragoù war e beñsou.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

— Pa vi erru, eme Saig, da ziskregiñ ar garreg a ra Beg-ar-Fri eus ar steredenn a welez aze en e noroa, e tihuni ac’hanon ; ivez ma c’hoarvez un dra bennak all.

1925
Daveenn : BILZ2 p.109

diskregiñ diouzh an armoù

1931
Daveenn : VALL pg bas

Ar baotred a sellas ouzh Herri ; alvaonet e oant ha spontet d’o zro. Lom a lezas ar skourjez da gouezhañ, Job a ziskrogas diouzh lost ar pemoc’h.

1944
Daveenn : ATST p.131

Ur barr glav en devoa va lakaet da ziskregiñ diouzh va labour war-dro peder e oa d'am c'herc'hat gant ur voetur dre dan.

1985
Daveenn : DGBD p81

Splann eo istor ar paourkaezh P. B., un den gopret gant N. hag en doa diskroget diouzh e labour.

2015
Daveenn : DISENT p83

Diskregiñ a ra ar pellgomzer en ur gendelc'her da skeiñ war ma elvaj gant "deskiñ a rez, deskiñ a rez" ken e teu c'hoant din d'e flac'hata.

2015
Daveenn : EHPEA p85

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial