dispaket
Ha pa zigor an noz, e-giz ur rozenn goañv o tispakañ hini ha hini he deliennoù, pa blav en don an neñvoù ul loar ken lufr ha pal ur plomer, e tihun ivez ar menez-tan Vesuvio, heñvel a-hed an deiz ouzh ur c’hozhiad moal na dennfe nemet a-wechoùigoù ur bouchad moged eus e gorn, met adal neuze, gwech alaouret, gwech damruz, en em skign a-us dezhañ ur rod-heol hag a gresk, hag a deuz hag a flammin adarre evel pa vefe kalon ar rannvro o tarlammat goustadik du-hont, e sioulder ar maezioù moredet.
Ken stag on ouzh ar frankiz ma ne gav ket din e c'hellfen en em zispakañ penn da benn e diabarzh an arme
Dremwelioù[sic] ledanoc'h a zispak pa zibouker war al lenn-mañ hor bo da heuliañ neuze e-pad c'hwec'h eur all.
Kemer a reas anezhañ hag e tispakas en ur lemel kuit gant aked ha strafuilh ar follennoùigoù paper unan hag unan ken e kavas a-benn ar fin ur vedalennig eeun ha diginkl.
Ha c'hoazh an trec'hioù a-enep an taolioù-esae nukleel, prevesadur an dour e Bolivia, steuñv dispakañ ar misiloù Pershing, ha kement zo...
O lezel [ar gazetennerion] da aloubiñ ma burev ha da zispakañ evel tennataerion. Azezañ a ran ha gortoz e strakfe an tennoù kentañ.
E zigeriñ a ra ha dispakañ war ar burev un aridennad luc'hskeudennoù marc'hoù-tan.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
dispakañ