Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Doar./Stn. Hep spi. Ar c'hlañvour kaezh, war e wele dispi. 2. Impl. da anv hollek. Diouer a spi. Ar spont hag an dispi.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

dispi

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dispi (Désespoir. Perte d'espérence).

en dispi eo kouezhet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dispi (Il est tombé dans le désespoir).

Ne dlejes ket dont en-dro, emezo c’hoazh gant an dispi hag o klask he fellaat.

1923
Daveenn : SKET p.107

Un diskuizhadenn verr ne raent ken rak, pa strinke en dremmwel an darn uhelañ eus kantenn an heol, e savent hag, en ur ouelañ, en ur waskañ-diwaskañ o daouarn gant an dispi, e tiskennent d’ar mor.

1923
Daveenn : SKET p.115

"dispi" g.

1923
Daveenn : SKET p.171, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Désespoir".

"dispi" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.124 « Geriadurig », "Découragement".

Evit youc'hal e skrivomp, evit youc'hal hon dispi hag hon c'hounnar da vezañ bet beuzet, nepell eus aodoù Bro-Dreger, e gerioù flour ha luskellus ul lanv du all.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 2

Ouzhpenn ar fed e ranker nac'h barn an dud digablus ez eus un abeg all kuit da implijout ar feulster ha da zegas efedoù drastus na vefe tu da ziverkañ goude: gouzout a ra ar stourmerien difeuls pegen aes eo faziañ ha bezañ dallet, dreist-holl pa zegas feulster an enebourien kasoni, aon ha dispi.

2015
Daveenn : DISENT p46

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II eo eus Bro-Wened ar ger "dispi".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial