Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Pezh a zispigner. Ober dispignoù dreist e beadra. An dispign a vo diouzh ar c'hounidegezh. Gwelet betek pegeit ez a an dispign. & (en e furm lies) Digeriñ dispignoù : kregiñ d'ober dispignoù. Pet tiegezh a welit o tigeriñ dispignoù evit kas o bugale d'ar skol ?

Skouerioù istorel : 
29
Kuzhat roll ar skouerioù

dispign

1499
Daveenn : LVBCA p60 (despense)

dispign

1659
Daveenn : LDJM.1 pg coust (ou coustage), depens

miz ha dispign

1659
Daveenn : LDJM.1 pg frais (& depens)

dispign divoder

1732
Daveenn : GReg pg dépense (excessive)

roll an dispign eus a balez ar Roue

1732
Daveenn : GReg pg écroue (état de la dépense de la Maison du Roi)

re vras dispign

1732
Daveenn : GReg pg dépense (excessive)

dispignoù

1732
Daveenn : GReg pg cout (ou, coust, depense, frais)

dispign orrupl

1732
Daveenn : GReg pg dépense (excessive)

paeañ dispign ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg defrayer

dispign vras

1732
Daveenn : GReg pg degât (dissipation, consommation)

dispign foll

1732
Daveenn : GReg pg degât (dissipation, consommation)

dispign

1732
Daveenn : GReg pg consommation (dissipation qui se fait de vivres, &c.)

dispign bras

1732
Daveenn : GReg pg consommation (dissipation qui se fait de vivres, &c.)

dispign

1732
Daveenn : GReg pg cout (ou, coust, depense, frais), depense (emploi de son bien), depense (office claustral), entretenement (dépense pour les choses necessaires à la vue)

dispignoù

1732
Daveenn : GReg pg cout (ou, coust, depense, frais), depense (emploi de son bien)

dispignoù

1732
Daveenn : GReg pg cout (ou, coust, depense, frais), depense (emploi de son bien)

dispign

1850
Daveenn : GON.II pg dispiñ, pg koust

dispignoù

1850
Daveenn : GON.II pg dispiñ

n'eo ket re vras an dispign

1850
Daveenn : GON.II pg dispiñ

setu ar skrid eus an dispign

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skrîd, skrît

Unan a lavare e oa kalz a zouaroù / Distuz, leun a strouezh ha grwiet a louzoù ; / Un all : vije dispign ; hemañ : poan o vevañ ; / Hennezh : ne oa foenneg ; an dra-se, ann dra-mañ.

1867
Daveenn : MGK p87

— Un tamm brav a zispign ec’h eus bet eno evelato.

1877
Daveenn : EKG.I. p.229

an arc'hant lakaet d'ar dispign-se

1931
Daveenn : VALL pg (la somme destinée à cette)

dispign bloaz

1931
Daveenn : VALL pg (dépense) annuel(le)

an arc'hant merket d'ar dispign-se

1931
Daveenn : VALL pg (la somme destinée à cette) affectation

Lavarit dezhañ dont da chom da Vontroulez e-pad daou viz, me a baeo dezhañ e zispign, hag ar garg en devo da gempenn din ur mister nevez.

1944
Daveenn : EURW.1 p.97

— « Nann ’vat, Job, morse ne vez komzet en ti, dirazon, eus dispignoù ar merc’hed. » — « Feiz, n’eo ket souezhus ; n’eus gwazed nemedoc’h er gêr. »

1944
Daveenn : ATST p.75

Pa vez tu da gaout pesked mogedet zoken - hennezh eo an hini prizetañ gant va labourerien - ne da ket neuze an dispign en tu-hont da zek pe da zaouzek gwenneg dre benn.

1985
Daveenn : DGBD p109

Abalamour ma skoomp gant o zuioù gwan -o gevier, o sekredoù vil, o itrikadennoù n'int ket evit anzav, o dispignoù pompadus ha kement zo...- e kollont kred e-keñver o fratikoù, o dilennerien, o c'henseurted er broioù all, ha betek o c'herent hag o mignoned.

2015
Daveenn : DISENT p157

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial