Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Doar./Stn. 1. N'eo ket spis, sklaer. Ur skritur dispis, diaes da lenn. 2. N'eo ket resis. Meur a zarvoud zo o chom dispis em spered. II. Adv. En un doare dispis. Gwelet dispis.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Kerkent e sav er pellder, dispis da gentañ met o kreñvaat a-nebeudoù, trouz ur bagad tud o kanañ hag o kerzhout gant bouteier koad.

1960
Daveenn : PETO p69

Hini 1938 avat n'eo ket bet adkavet ganin, ha meur a zarvoud a zo chomet dispis em spered en abeg da se.

1985
Daveenn : DGBD p7

an eñvor nemetañ eus ar plac'h yaouank paour merzheriet eno, eñvoradenn dispis, dic'houzvez zoken eus hec'h anv, hag aet da vat da get bremañ ma'z eo marv va mamm-gozh.

1992
Daveenn : EAZB p. 18

Al lizher-se a voe postet diouzhtu gant ar soñj dispis e c'hellfe ur gasidigezh prim degas ur respont prim ivez.

2012
Daveenn : ADULT p. 173

Daoust ma ne oa ket tev, bouk ha dispis e oa linennoù e zremm koulz hag e zaouarn.

2023
Daveenn : DREAM pg. 12

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial