Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. (db. an traezoù, ar c'horfoù a daol luc'h) Sklaer, splann. Spisoc'h e vo al loar en noz-mañ. An noz tenvalañ zo ken splann hag en deiz spisañ. 2. (db. an daoulagad) A lugern. Brec'hed a oa lemm ha spis he daoulagad. 3. (db. an heverennoù) A weler mat drezañ. Ar sistr-mañ zo ken spis hag an dour. HS. boull, splann. 4. (db. an dud) Speredek. Un den spis eo hennezh. II. Adv. 1. (db. ar gweled, ar c'hleved) Mat. Gwelet, klevet spis. 2. (db. ar meizañ) Mat. Ne gomprenan ket spis ar pezh a lavarit. 3. Adv. pouezañ [1924] Anat-spis eo kement-se

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

Vertuzioù an Agnus Dei. / Ez chas brun an c'hurunoù [ec'h argas strak ar gurun], / Ez efas naet ar pec'hedoù, / Ez vir ouzh an tan pep manier, / Skaf ha lestr a cheñch [a sach] a zañjer, / Ez vir [e] pep tu ouzh marv subit, / Droukspered kre a chas kuit, / Ez spont sklaer an adverserien, / Ez rent soulas d'an wreg vrazez, / O tont da c'henel en gwel spes, / Ez ro grasoù, ez vir ouzh [drouk]chañs, / Pa en zouger gant reverañs. / A vent, nepred, na doutet pas, / ken din eo an bihan hag an braz.

1622
Daveenn : Do. p58

spes

1732
Daveenn : GReg pg distinct (net sans confusion)

ur gweled splann, spes, sklaer

1732
Daveenn : GReg pg (une vuë) distincte (qui voit les objets sans confusion)

"spis", "spes" [...] a. g. ha rgv.

1924
Daveenn : SKET.II p.141 « Geriadurig », "clair, distinct, beau, noble".

Anat-spis eo kement-se diouzh ar peder gwerzenn-mañ diwar Gweledigezh Samala : [...].

1924
Daveenn : SKET.II p.8

spis e…

1931
Daveenn : VALL pg apparaître (il apparait d'après cela que...)

spis

1931
Daveenn : VALL pg apparent

Echuiñ a ra, en diwezh, ar steudad gant ar Swatch Way, anezhi un draonienn vasoc'h, met ken spis all.

1943
Daveenn : TNKN p30

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial