Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. Kaout dispriz (evit ub., udb.). Disprizañ a rae ar re baour. Disprizañ a ra ar vugale kement tra a welont disprizet. & (dirak un av.) Ar rouaned a zisprizas doujañ dezho. 2. Ober fae war an traoù zo klask warno prl. Disprizañ an arc'hant. HS. dismegañsiñ.

Skouerioù istorel : 
24
Kuzhat roll ar skouerioù

disprizañ

1499
Daveenn : LVBCA p61 (despriser)

disprizet

1499
Daveenn : LVBCA p61 (desprise ou deboutte)

[«] Me zo Katell, merc'h unik d'ar roue Koste, hag onestant ez ven maget en pourpr hag instruet en ardoù liberal, evit-se holl em eus-i disprizet palamour da Jezuz Krist pehini am eus choazet evit pried.[»]

1576
Daveenn : Cath p9

diskaret he deveus an edifis a goñvetiz charnel dre an virginite a observas hag a viras hag ivez pep koñvetiz monden rak disprizañ a eure pep tra monden.

1576
Daveenn : Cath p3

[«] Hag an holl doueoù-se, pere a enorez na c'hellont sikour na te na neb o fed, am eus an holl disprizet[. »]

1576
Daveenn : Cath p9

disprizout

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dedaigner [pennger merket 2 wezh], mespriser

ker superbus eo ma tispriz pep unan

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (il est) tellement (superbe qu'il mesprise tous les autres)

disprizet

1732
Daveenn : GReg pg fouler (Fouler aux piez, mépriser, pp.)

disprizout ur re

1732
Daveenn : GReg pg braver (insulter, se moquer)

disprizet ur re

1732
Daveenn : GReg pg braver (insulter, se moquer)

disprizañ ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg braver (insulter, se moquer)

zisprizont

1732
Daveenn : GReg pg dedaigner (mepriser avec fierté), fouler (Fouler aux piez, mépriser.)

dispriziñ

1732
Daveenn : GReg pg dedaigner (mepriser avec fierté)

disprizañ

1732
Daveenn : GReg pg fouler (Fouler aux piez, mépriser.)

disprizet

1850
Daveenn : GON.II pg disprizout (Mépriser. Dédaigner. Part.)

disprizout

1850
Daveenn : GON.II pg disprizout (Mépriser. Dédaigner).

disprizout

1850
Daveenn : GON.II pg disprizout (Mépriser. Dédaigner).

Perak e tisprizit-hu anezhañ ?

1850
Daveenn : GON.II pg disprizout (Pourquoi le méprisez-vous ? )

O-daou ez ejont kuit : hennezh ne voa desket, / Disprizet gant an holl, en dienez vrasañ, / Ne gavas e nep lec'h dor zigor, tamm bara.

1867
Daveenn : MGK p124

Disprizout mibien Vanos a rejont dre m’o doa da annezlec’h, neket tiez-maen ec’hon e-kreiz kêrioù o mogerioù kreñv, hogen logoùigoù prenn ha raoskl war skign e-mesk ar geot bras, e lezenn ar c’hoadoù ; o disprizout a rejont dre m’o doa da gemerout o c’housk, e lec’h gweleoù prenn lufr, kaeraet gant arem, arc’hant hag aour, berniadoù geotennoù ha krec’hin ; o disprijout a rejont dre na event nemet laezh ha dour ha na zebrent nemet yod heiz ha kig, dre n’o devoa ken madoù nemet o armoù hag o chatal.

1923
Daveenn : SKET p.99-100

Amañ 'm eus desket kazout an dreitourien, disprizout ar bilpouzed, enebiñ ouzh ar waskerien.

1944
Daveenn : EURW.1 p15

Gras d’hon deskadurezh, e kemeremp ar vuhez-se evel ur sport nevez, hag e tisprizemp (en hor spered), ar vicher a soudard.

1944
Daveenn : EURW.1 p.197

Ned on person 'met a anv / Hag amañ, hep mar, me ' vano / Divarrek d'ober vad da zen : / Beli sakr ma belegiezh / A zisprizer gant drougiezh.

1960
Daveenn : PETO p56

Ur vaouez eo a oa e gwirionez o ren keriadenn Masoum ; un dra souezhus a-walc'h e-touez ar Bahouined-se, anezho lieswregerien douet, ha dre-se techet da zisprizout ar merc'hed, nemet evel danvez koñvers pe evel loened-labour.

1985
Daveenn : DGBD p160

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial