Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Santad, emzalc'h a gemerer da verkañ ne seller ket ouzh ub., udb. evel un den pe un dra a zellez e vefe douget bri outañ, damantet dezhañ. Komz a rae gant dispriz ouzh e dud. Dispriz en doa evitañ e-unan. & Liv an dispriz, un arliv a zispriz zo gant ar ger-se : un tammig disprizus eo. HS. dismegañs, fae.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

re vras familiaritez a zo kaoz da zispris

1732
Daveenn : GReg pg (la familiarité) engendre (le mépris)

dispriz

1732
Daveenn : GReg pg avilissement (mépris)

Gant dispriz e komz oud [ouzh] an holl.

1850
Daveenn : GON.II pg dispriz (Il parle à tout le monde avec mépris).

dispriz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg disprizañz

dispriz

1850
Daveenn : GON.II pg dispriz

dispriz

1850
Daveenn : GON.II pg dispriz (Mépris, sentiment par lequel on juge une personne, une chose, indigne d'égard, etc. Dédain).

Chom aze, evit miret na deufe ar c’houn, eus goueled va eñvor, ar c’houn goaper ha chifus da ziskouez din gant e viz, war an hent am eus heuliet, ar [b]leuñvennoù pere n’am eus ket bet kuntuilhet, ar frouezh mat ha dourek pere am eus bet disprizet.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.845 (Miz C'hwevrer 1924)

Me, a-ratozh-kaer, a rae kont gant ar gantrerien-mañ ; d'ar Sadorn, da bred lein, e oa ma c'homisien ha ma skolaerien mouzhet ha mut ; diskouez a raent dre o geizioù an dispriz o doa evit ar ragacherien hag ar chakerien blouz.

1944
Daveenn : EURW.1 p83-84

Ha, p'en devez un den dispriz evitañ e-unan ec'h ankounac'ha buan e holl c'halloud, hag e ya da goll ivez ar perzhioù mat a c'helle bezañ ennañ.

1985
Daveenn : DGBD p53

Hogen an arz gotek, bet taolet dispriz outañ e-pad kantvedoù, a oa deuet diouzh ar c'hiz en-dro en XIXvet kantved, diwar lusk ar romantelezh peurgetket.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 19

Dispriz en doa ouzh an arz breizhat bet savet a-raok e amzer hag a gave diampart, diyoulek, brizhrannvroel ha berrwel.

2013
Daveenn : MEKAN pp.11-12

Kentizh ha ma veze echu e brezegenn a-zivout al livouriezh pe ar weladenn heñchet e sal an taolennoù e tistroe d'e wir anien, a oa ar rogentez hag an dispriz ouzh ar re all.

2015
Daveenn : EHPEA p56

Ofis publik ar brezhoneg