Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. 1. [1499, 1659, 1850] Kenfeur eskemm etre ur mad hag ar moneiz. Priz dister, izel, priz uhel. Priz un draezenn, ur varc'hadourezh. & [1931] hanter briz Bilhed hanter briz. Gwerzhañ udb. evit hanter briz. & Ar priz eo ar priz : ret eo paeañ ar priz goulennet, ne c'haller ket marc'hata. [1659] Diminuiñ ar priz, [1659] diskar ar priz, [1659] rabatiñ ar priz, [1931] disteurel priz udb. Digreskiñ, diskenn, gouzizañ, izelaat, laoskaat a ra ar prizioù. Gorren, keraat, [1659] kreskiñ, uhelaat a ra ar prizioù. & [1732] A briz bras : hag en deus un dalvouegezh vras [1732] ur plas eus a ur priz bras. [1925] Janedig a vije bet, evit ar marc’heg merc’hetaer, ul lapousig a briz da lakaat en ur gaoued arc’hantet. DHS. gwerzh, koust. 2. Trl. Priz-koust : priz en deus koustet udb. Gwerzhañ udb. d'ar priz-koust : hep gounid. & Priz a-vras : priz a bren ur gwerzher e varc'hadourezh digant ur pourvezer. & Priz-gwerzhañ : priz lakaet gant ur gwerzher d'e varc'hadourezh. & Tu priz tu miz, seul priz seul miz : kousto pe gousto. Fellout a rae dezhañ bezañ eno tu priz tu miz. & [1732, 1850] Prenañ diouzh, hervez ar priz graet : prenañ a-dreuz. & [1732] ar priz red, ar priz ordinal : priz ar marc'hadourezh, tre da amzer ar prenañ. B. [1659] Prof a roer d'an hini a ya ar maout gantañ en ur genstrivadeg. [1659] Gounit ar priz. Ur priz lennegel. [1954] [A]n « Dernier des Abencerages » ar « priz » gounezet ganin e Landreger hag e oan e sell da dennañ dioutañ danvez ur pezh-c’hoari evit va strollad [...]. C. Dre skeud. [1911] Priz udb. : talvoudegezh a roer d'un dra gwelet evel pouezus ha na c'hall ket bezañ prizachet. [1911] Hon c'hoant eo he dije hon mouezh priz un eneberezh didrec'hus. Priz ar vuhez. II. H.g. (en troiennoù) 1. Reiñ priz d'udb. : sellet ouzh an dra-se evel un dra a dalvoudegezh, un dra a bouez. Reiñ priz da alioù ub. & Priz zo war udb. : gwerzhet e vez an dra-se d'ur priz dereat (evit ar werzherien). 2. Reiñ war briz : reiñ udb. d'un arval evit netra, ouzhpenn e brenadenn. 3. Dougen priz : kaout ur priz bnk. Ar pezh o deveze da werzhañ na zouge nemet priz dister. 4. [1732] Lakaat priz d'un dra : dont a ra mat an dra-se d'uk.

Skouerioù istorel : 
43
Kuzhat roll ar skouerioù

lakaat un dra en priz

1499
Daveenn : LVBCA p70, 129, 170, 195, 201 (priser)

priz

1499
Daveenn : LVBCA p170 (value, ou pris)

priz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg prix (ou valeur), pris (qu'on donne en achetant)

diminuiñ ar priz

1659
Daveenn : LDJM.1 rabatre (du prix)

diskar ar priz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rabatre (du prix)

kriskiñ ar priz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rencherir

gounit ar priz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg remporter (le prix)

rabatiñ ar priz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rabatre (du prix)

ur plas eus a ur priz bras

1732
Daveenn : GReg pg (une terre de) conséquence

diouzh ar priz graet

1732
Daveenn : GReg pg a (prix fait)

Kresket eo ar priz eus an ed.

1732
Daveenn : GReg pg hausser (Le blé a haussé.)

ar priz ordinal

1732
Daveenn : GReg pg (le prix) courant

hervez ar priz graet

1732
Daveenn : GReg pg a (prix fait)

lakaat priz da un dra

1732
Daveenn : GReg pg apprécier

onestiz he deus he friz

1732
Daveenn : GReg pg (la) civilité (a son mérite)

priz bras

1732
Daveenn : GReg pg consequence (grande importance, grand merite, grand prix)

ar priz red

1732
Daveenn : GReg pg (le prix) courant

Den all ebet ne anaveze gwelloc'h egeti ar priz eus e gentelioù divin, na ne dañvae gant mui a c'hout ar chalmoù eus e gonversation.

1833
Daveenn : IVV p224-225

priz

1850
Daveenn : GON.II pg prîz (prix. valeur. au figuré, estime).

prizioù

1850
Daveenn : GON.II pg prîz (prix. valeur. au figuré, estime. Pl.)

prizioù

1850
Daveenn : GON.II pg prîz (prix. valeur. au figuré, estime. Pl.)

Diouzh ar priz graet er c'hemerin.

1850
Daveenn : GON.II pg prîz (je le prendrai à prix fait).

— « Er bloaz a zeu, 'mezañ, evel-se ne vezo, / Ha nemet diaes e ve, e kredan em bezo / Ar priz bras zomuiken evit va labouroù. »

1867
Daveenn : MGK p89

D'an aotrou Doue lavar raje outañ lizher, / Ne rae forzh ouzh pe briz, gant ma vije 'n amzer / En e zere bemdez hag evel ma karje ; / Ma vije glav, sec'hor, dioc'htu ma c'houlennje.

1867
Daveenn : MGK p88

Kerkent ha ma lavar ar beleg ar c’homzoù kentañ-mañ eus an oferenn : "Introibo ad altare Dei", kant ha kant mouezh all a sav dudius ha kalonek war-zu an eñv en ur ganañ kantik an oferenn a ganed er mareoù-se : Ofromp da Zoue ar sakrifis, Ne zo netra a ger kaer priz Eget Jezuz krusifiet En oferenn reprezantet.

1877
Daveenn : EKG.I. p.99

Hon c'hoant eo he dije, en XXd kantved-mañ; goude un amzer re hir a vestroniezh ken garv a-berzh Bro-C'hall hag a sentidigezh ken gwak a-berzh Breizh, hon mouezh priz un eneberezh didrec'hus.

1911
Daveenn : PSEP p I

Janedig a vije bet, evit ar marc’heg merc’hetaer, ul lapousig a briz da lakaat en ur gaoued arc’hantet.

1925
Daveenn : BILZ2 p.153

d'ur priz dreist

1931
Daveenn : VALL pg (monter à un prix) anormal

distaolet eo priz…

1931
Daveenn : VALL pg (il y a) baisse (sur)

distaol prizioù

1931
Daveenn : VALL pg baisse (des prix)

diskenn prizioù

1931
Daveenn : VALL pg baisse (des prix)

diskar prizioù

1931
Daveenn : VALL pg baisse (des prix)

bilhed hanter briz

1931
Daveenn : VALL pg billet (demi place à prix réduit)

digresk prizioù

1931
Daveenn : VALL pg baisse (des prix)

diskar a zo war

1931
Daveenn : VALL pg (il y a) baisse (sur)

Gwir eo, ar priz a gouste.

1944
Daveenn : EURW.1 p51

Ne c’houle a briz ebet mont da zibriñ ouzh taol vras an ostaleri.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

Bremañ, Lom, peogwir hon eus divizet diwar-benn priz al labour, gwelomp penaos e raimp al labour-se.

1944
Daveenn : ATST p.94

O vezañ n’aen ken d’ar skol, goude kreisteiz e chomen e-pad an hanter-devezh [hanter [z]evezh] en he c’hichen, o lenn eviti levrioù a blije dezhi : buhez ar Sent, Pasion Hor Salver J.K. gant Katell Emeric’h [sic], Prederiadennoù Santel evit kement deiz ar bloaz, hag all, traoù na oant ket eveljust [evel-just] ken dudius hag oberennoù F. Kooper, pe an « Dernier des Abencerages » ar « priz » gounezet ganin e Landreger hag e oan e sell da dennañ dioutañ danvez ur pezh-c’hoari evit va strollad : « Kerkent ha ma viot yac’h, mammig ! » e lavaren dezhi.

1954
Daveenn : VAZA p.41-42

"Selaouit 'ta", a lavaras din un deiz, pa oa o pouezañ din ma zamm bistek, hep tennañ he daoulagad diwar ar garrezenn e-lec'h ma oa merket ar briz, ha me ne dennen ket ma daoulagad ivez diwar al lec'h ma tlee ar briz en em ziskouez, gwelloc'h pevar lagad eget daou evit bezañ sur na vo ket faziet eus ur gwenneg bennak, "selaouit 'ta, klañv eo gwreg hoc'h amezeg ?"

1992
Daveenn : EAZB p.117

D'ar poent-se e ranker menegiñ e vo tu da rannañ priz an telloù-kastiz etre an holl dud, ar pezh na vo ket tu d'ober ma vez kondaonet hini pe hini da vont d'an toull-bac'h...

2015
Daveenn : DISENT p90

Divadeziñ ur straed, ur savadur, panelloù-heñchañ; adplantañ ha hadañ e-lec'h ma rank tremen un hent-tizh; adsevel traoù war douaroù a rank bezañ dilezet abalamour d'ur raktres euzhus; vomit in -mont da sellet ouzh emvod ur c'huzul departamant da skouer, hag en em lakaat da zislonkañ pa vez divizet un dra euzhus-; nac'h degemer un enor -ur priz pe ur vedalenn-; skuilhañ teilh [teil] pe follennoù bruderezh; chom war yun a-wel d'an holl.

2015
Daveenn : DISENT p57-58

Oberoù hentoù / trenioù / metro digoust; pik-nik digoust er gourmarc’hadoù; adperc’hennañ ar madoù e-pad an diskrogoù el labouradegoù; diskenn priz feurm ha gwerzh al lojeiz; dihan da baeañ feurm ar lojerisoù; chom hep resteurel arc’hant ar c’hredoù; takadoù emren didermen; perc’hennañ ul lec'h prevez pe foran hag embann ez eo ul lec’h emren, digoust, liberter ha gouestlet d’an dudi; rekizañ lojerisoù goullo…

2015
Daveenn : DISENT p59

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial