Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. [1732, 1850, 2015] Gwezhiad degemer udb., ur sammad arc'hant prl., da vezañ restaolet goude ur pennad amzer. [1850] Un emprest en deus graet. [2015] Ar re baour hag ar vourc'hizion vihan ne oant ket evit paeañ, nemet o dije graet un amprest gant ar bank. Un amprest war gampi. Ober un amprest. 2. [2015] Sammad arc'hant degemeret gant ub. evit ur pennad amzer hepken. [2015] Dbaouez e vez broudet an tiegezhioù da brenañ ha da veveziñ, ar pezh a zegas dle muioc'h-mui war o chouk hag a redi anezhe da soñjal en amprestoù da resteurel kentoc'h evit er stourm. Goulenn a ran ur ro, neket un amprest. HS. prest (3). II. YEZHON., dre skeud. Ger pe stumm eus ur ger kemeret digant ur yezh all. Un amprest saoznek eo ar ger "boks".

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

emprestoù

1732
Daveenn : GReg pg emprunt

amprest

1732
Daveenn : GReg pg emprunt

amprestoù

1732
Daveenn : GReg pg emprunt

emprest

1732
Daveenn : GReg pg emprunt

emprestoù

1732
Daveenn : GReg pg emprunt

emprest

1850
Daveenn : GON.II.HV pg emprést, amprést

amprest

1850
Daveenn : GON.II.HV pg emprést, amprést

emprestoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg emprést, amprést

amprestoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg emprést, amprést

un emprest en deus graet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg emprést, amprést

Ha reiñ din a rafes da c’houriz ha da c’hourgleze ? Ur ro ha n’eo ket un amprest eo a az[g]oulennan diganez, rak da grediñ eo n’en em gavimp biken nag er bed-mañ nag er bed-all.

1923
Daveenn : SKET p.105

Ar re baour hag ar vourc'hizion vihan ne oant ket evit paeañ, nemet o dije graet un amprest gant ar bank.

2015
Daveenn : EHPEA p57

Aesoc'h a-se [na waskañ war an dud] e vez a-drugarez da boell ekonomiezh ar marc'had : breskoc'h-bresk e vez al labourerien ha nebeut-tre a amzer o dez da brederiañ ; dibaouez e vez broudet an tiegezhioù da brenañ ha da veveziñ, ar pezh a zegas dle muioc'h-mui war o chouk hag a redi anezhe da soñjal en amprestoù da resteurel kentoc'h evit er stourm.

2015
Daveenn : DISENT p153

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial