Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
3
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. (db. an traoù) 1. Lemel ar stern diwar udb. Disterniañ un daolenn. 2. Tennañ diouzh ur stern. Disterniañ ur maen prizius. 3. (db. ar gwiadoù) Tennañ diouzh ur stern. 4. Disterniañ an daol : lemel diwarni pladoù, loaioù, h.a. HS. diac'hubiñ, distaliañ. B. (db. al loened) 1. Lemel e stern diwar ul loen-labour. Disterniañ ur jav. 2. Disterniañ (ul loen) diouzh : distagañ diouzh. Disterniañ ul loen-kezeg diouzh ur c'harr. 3. Dre ast. Disterniañ e garr : distagañ e gezeg dioutañ. II. V.k.d. Dre skeud. 1. Disterniañ diouzh e labour : paouez gant e labour, ober harz-labour. & Diren. Da betra e talvezo dimp disterniañ ? HS. diskregiñ. 2. Dre ast., diren. Paouez. E-pad c'hwec'h miz, hep disterniañ, e voe anv eus an darvoud er c'helaouennoù. EVEZH. : Distagañ a reer ar furm distergn (trede gour unan amzer-vremañ an doare diskl. hag eil gour unan an doare gourc'h.) evel-henn : ['distɛrnj].

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

disternañ ar c'hezeg

1732
Daveenn : GReg pg deharnacher (ôter le harnois des chevaux)

disternet

1732
Daveenn : GReg pg desaccoupler (détacher des boeufs qui étoient attachez pour le labourage), desatteler (ou deteller, ôter les chevaux ou les boeufs d'une charette &c.)

distarnañ

1732
Daveenn : GReg pg desaccoupler (détacher des boeufs qui étoient attachez pour le labourage), desatteler (ou deteller, ôter les chevaux ou les boeufs d'une charette &c.)

distarnañ

1732
Daveenn : GReg pg desatteler (ou deteller, ôter les chevaux ou les boeufs d'une charette &c.)

distarnet

1732
Daveenn : GReg pg desatteler (ou deteller, ôter les chevaux ou les boeufs d'une charette &c.)

disterniñ

1732
Daveenn : GReg pg desatteler (ou deteller, ôter les chevaux ou les boeufs d'une charette &c.)

disterniñ

1732
Daveenn : GReg pg desencombrer (débarasser une ruë, un passage)

disternañ

1850
Daveenn : GON.II pg diharnézi, disterna ou distarna (1. Oter une pièce de toile de dessus le métier. Retirer un tableau de son cadre, de son chassis. 2. Dételer, détacher des chevaux ou des bœufs attelés. Déharnacher).

distarnañ

1850
Daveenn : GON.II pg distarna, disterna (1. Oter une pièce de toile de dessus le métier. Retirer un tableau de son cadre, de son chassis. 2. Dételer, détacher des chevaux ou des bœufs attelés. Déharnacher).

disternet

1850
Daveenn : GON.II pg disterna, distarna (1. Oter une pièce de toile de dessus le métier. Retirer un tableau de son cadre, de son chassis. 2. Dételer, détacher des chevaux ou des bœufs attelés. Déharnacher. Part.)

N'eo ket c'hoazh disternet ho lien.

1850
Daveenn : GON.II pg disterna, distarna (Votre toile n'est pas encore ôtée de dessus le métier).

Disternet hoc'h eus-hu ar c'hezeg ?

1850
Daveenn : GON.II pg disterna, distarna (Avez-vous dételé les chevaux ?)

distarnañ

1909
Daveenn : BROU p. 227 (se dit aussi pour tomber avec fracas)

Ar brud a oa en em skignet penaos an aotrou marc’heg, fritet gantañ e drantell e Roazhon pe e Pariz, en devoa ranket dont da c’houlenn repu digant e vamm ; darn all a lavare penaos ar marc’heg, erru un tamm en oad, tremenet gantañ e hanter-kant vloaz, a oa deuet da Gervarker da ziskuizhañ, evit disternañ, evit erbediñ an nebeud peadra a oa manet gantañ war-lerc’h ar c’hartoù hag ar merc’hed.

1925
Daveenn : BILZ2 p.152

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial