Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Tennañ ar stlabez (diwar udb., eus ul lec'h bnk.). 2. Distaliañ. Hastomp buan ma vo distlabezet ar stal. Distlabezañ an traoù diwar an daol. 3. Sachañ. Distlabezañ ar pesked e-maez an dour. DHS. difrapañ. II. V. em. EN EM ZISTLABEZAÑ EUS, DIOUZH UDB. : en em zizober anezhañ. En em zistlabezañ eus an hudurnez-mañ. En em zistlabezet on dioutañ. HS. (en em) zifraeañ, (en em) zijabliñ, (en em) zistrobañ.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

distlabezañ

1732
Daveenn : GReg pg debarasser (ôter de dessus une table, une chambre, & c. ce qui y embarrasse, & y empêche la propreté)

distlabezet

1732
Daveenn : GReg pg debarasser

diaes e vezo distlabezañ an ti

1850
Daveenn : GON.II pg distlabéza

an tan a zistlabez pep tra

1850
Daveenn : GON.II pg distlabéza

distlabezañ

1850
Daveenn : GON.II pg distlabéza

distlabezet

1850
Daveenn : GON.II pg distlabéza

Dindan torrod Santez-Rosa, en abri ar C’hador[i]où, e vefomp brav-meurbet evit en em [z]isklabezañ eus an hudurnez-mañ.

1925
Daveenn : BILZ2 p.112

Gant poan hag araj ar vag hag ar roued a zo bet disklabezet eus ar morgazhed.

1925
Daveenn : BILZ2 p.112

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial