I.
H.g.
A.
1. Saviad m'emañ an traoù en dizurzh.
&
Trl.
Ober stlabez : lakaat an traoù en dizurzh.
Ehan d'ober stlabez !
&
Tr. adv.
Er stlabez : a vez kavet e pep lec'h.
Ar seurt-se ne vezont ket kavet er stlabez !
2. (impl. gant ar gm. a. ; dre c'hwezh.)
Amañ ez eus ur stlabez !
&
Dre skeud.
Reuz.
Ne dalvez ket ar boan mont d'ar vro-se, gant ur stlabez zo eno !
B. Loustoni.
&
Dre ast.
Skubadur.
II.
G.
1. (dirak un ak.)
Termen a reer gantañ mui-pe-vui dre zismeg evit ober anv eus un dra anvet goude.
Ur stlabez enkrez a ziwan en hor c'halon. Ur penngos kozh hag e iliavenn a roe da Fañch ur stlabez disglavenn. Ur stlabez tan zo c'hoazh war an oaled.
DHS. doare.
HS. asez, meni, lastez.
2. (dirak un av.)
Gouzout a ouie lenn, skrivañ, hag ur stlabez gallegañ.
3. Dre ast.
Ur stlabez : kalz.
Bez' e oa d'e heul ur stlabez tud.
4. (en e furm lies)
Traoù stlabezet.
En-dro d'ar garg e veze dalc'hmat stlabezoù.