Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Dizober (udb.) zo strobet. 2. Distrobañ (udb.) diouzh, eus : dieubiñ diouzh. En a zistrobo ma zreid eus ar rouedoù. Distrobañ ar vro eus un tamm mat a galkenn. Ra vimp distrobet diouzh liammoù ar pec'hedoù hon eus graet. 3. (db. al lec'hioù) Diac'hubiñ. Distrobañ al leur. 4. Distagañ. Lavarennoù distrobet flour. DHS. disklipañ, distripañ. HS. digejañ. II. V. em. EN EM ZISTROBAÑ DIOUZH, EUS UDB. : en em zizober anezhañ. Klask a reas en em zistrobañ diouti. En em zistrobañ eus e liammoù. HS. (en em) zifraeañ, (en em) zijabliñ, (en em) zistlabezañ.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

distrobañ

1850
Daveenn : GON.II pg distrôba (Défiler, ôter le fil d'un collier, d'un chapelet, etc. On donne aussi à ce verbe la signification de couper à droite et à gauche, d'écharper, de sabrer, etc.)

distrobet

1850
Daveenn : GON.II pg distrôba (Défiler, ôter le fil d'un collier, d'un chapelet, etc. On donne aussi à ce verbe la signification de couper à droite et à gauche, d'écharper, de sabrer, etc. Part.)

Distrobet eo ho kelc'henn.

1850
Daveenn : GON.II pg distrôba (Votre collier est défilé).

Distrobet o deus e vrec'h.

1850
Daveenn : GON.II pg distrôba (Il[s] lui ont écharpé le bras).

Heñvel ouzh gofed o brec’h nerzhek, e skoont hep skuizhañ gant ar goaf hag ar c’hleze ; e tiskogellont, e tiskaront strolladoù an enebour ; o distrobañ a reont, un tremen ledan ha gwadek a zigoront a-dreuz d’ar renkadoù anezho ; pulluc’hañ a reont o difennoù, o c’hreñvlec’hioù, kement harz o devoa savet outo war an hent.

1923
Daveenn : SKET p.80

distrobañ an enebour

1923
Daveenn : SKET p.172, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Rompre l’ordre de bataille de l’ennemi".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial