Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Strollañ meur a dra ouzh un neudenn, un orjalenn. Strobañ perlez ur chapeled. 2. Stagañ meur a dra, follennoù paper dh., a-gevret. Strobañ bilhedoù bank. Strobañ follennoù distag evit ober ur c'haier. 3. Lakaat ub. dindan gazel-ge gant strobinelloù. B. Dre skeud. 1. Stankañ an tremen, mont kalz a ichoù gantañ. Kefioù gwez brein a strobe ar brouskoad. & Ent krenn Ar vugale ne vint ket o strobañ. 2. Delc'her ub. en e finvoù. & Ent krenn (en tu gouzañv) Pêr a voe strobet er stern. II. V. kenem. PEMDEZ (db. an dud) EN EM STROBAÑ : bevañ a-gevret hep bezan dimezet. HS. hentiñ, (en em) strapennañ, (en em) strobelliñ.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

stropañ ur chapeled

1659
Daveenn : LDJM.1 pg enfiler (vn chapelet)

stropañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg stropa (enfiler)

stropañ

1732
Daveenn : GReg pg enfiler (des moules de boutons), enlacer (passer des lacets les uns dans les autres, des branches d'arbres, les unes dans les autres)

stropañ, strollañ, fourrañ, lakaat an eil en egile

1732
Daveenn : GReg pg entrelacer

stropañ perlez

1732
Daveenn : GReg pg enfiler (des perles)

stropañ ur chapeled

1732
Daveenn : GReg pg (enfiler un) chapelet, enfiler (un chapelet)

strobañ

1850
Daveenn : GON.II pg grounna, strôba (lier ou joindre plusieurs choses ensemble. enfiler. envelopper. cerner. entourer. couper à tour de bras. rallier. - additionner, joindre ensemble plusieurs nombres pour en savoir le total. HV. [...] Quelques-uns donnent à "strôba" les mêmes significations qu'à "strolla").

stobit-o, mar gellit

1850
Daveenn : GON.II pg strôba (enfilez-les, si vous pouvez).

Strobet eo gantañ an enebourien a bep tu.

1850
Daveenn : GON.II pg strôba (il a enveloppé, cerné l'ennemi de tous les côtés).

strobet

1850
Daveenn : GON.II pg strôba

strobañ

1931
Daveenn : VALL pg agglomérer (grouper), assembler (en terme de métier)

Da glask hor strobañ 'maout o tont ?

1960
Daveenn : PETO p79

Na disheñvel int diouzh peulioù kenaozet ar chantele a oa strobet outo holl linennoù nerzh an iliz da vezañ dasparzhet en egor.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 16

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial