Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Lakaat udb. da goll e stumm orin. Distummet en deus ma zog oc'h azezañ warnañ. 2. Bezañ abeg da neuz distumm udb., ub. Honnezh a vije bet koant panevet an tort a zistumme he c'hein. 3. (db. an traoù difetis) Lakaat udb. da goll e stumm gwirion. Diwar-benn he buhez he doa lavaret din ar wirionez, distummet un tamm marteze gant ar c'hwervoni. Distummet en doa e vouezh evit tremen hep bezañ anavezet. II. V.g. Koll e stumm orin. Krog eo da zistummañ.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Ar pennad-mañ a ziskouezo sklaeroc'h c'hoazh peseurt kemm a zo etre ur Gall savet war skouer Pariz evel ma'z int holl, hag un den bennak evel un Alzasiad, n'eo ket bet distummet, na gwiet e skiant gant orezonoù jakobin.

1944
Daveenn : EURW.1 p53

Ma ne fell ket deoc'h kelaouiñ dre ar mediaoù bras-tre abalamour m'ho peus aon e vefe distummet ar pezh ho peus da lâret, eo arabat deoc'h krediñ ne sellfont ket ouzh ar pezh a rafet ma teuit da vezañ ur sujed ret hag a vez "gwerzhet".

2015
Daveenn : DISENT p118

Afer o deus klevet komzoù resis, evel-just, digant ar mouezhioù-aotreet... gant ma ne [gant na] vo ket distummet ar re-se gant o micher -evel ma c'hall bezañ a-wechoù ofisourien an archerien, pa rankont respont d'ar gazetennerien-.

2015
Daveenn : DISENT p122

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial