Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. (db. an traoù) 1. Lakaat (udb.) da gaout ar stumm-mañ-stumm. Gant e gontell e troc'has ar rusk da stummañ un doare bizoù. Gouest e oant da stummañ binvioù eeun en askorn hag er maen. Stummañ a reas ur sigaretenn. Stummañ ha poazhañ listri pri. & Trl. Stummañ udb. diouzh udb. all : e stummañ heñvel ouzh an dra-se. A bouez bras eo deskiñ stummañ frazennoù diouzh patromoù. DHS neuziañ. 2. YEZHON. Sevel stummoù. Dre stagañ an dibenn-ger "-ioù" ouzh "levr", ne stummer ket ur ger nevez ; furmiñ a reer al liester "levrioù ". Dre stagañ al lostger "-ded" ouzh "izel" e stummer ur ger nevez, "izelded". DHS. furmiñ. B. (db. an dud) 1. (er skridoù relijiel) Krouiñ. Hag e stummas Doue an den. 2. Reiñ ur stummadur. Stummañ ar skolidi ha diorren enno gwellañ perzhioù ar spered. Stummañ bagadoù renet gant ofiserien a zeskfe dezho bezañ sentus ha dispont. Reiñ d'ar spered deskadurezh, ha stummañ o c'horf ouzh al labour. & (gant un anv-verb da rener) Beajiñ a stumm ar yaouankiz. DHS. deskiñ, gourdonañ, kelenn. 3. Trl. Stummañ un dremm : gwiskañ un neuz diouzh an degouezhioù. Ne oa ket ret dezhañ stummañ un dremm melkoniet, edo diwar e zoan e-unan. & Stummañ e c'henoù : diskouez, gant neuz e zremm, ez eur displijet. Me a wele anezhan o stummañ e c'henoù. HS. kammañ, treuziñ. 4. Dre ast. Reiñ ur roustad d'ur bugel evit e gastizañ. II. V.g. A. (db. an dud) 1. Diskouez bezañ. E dud, kelennet ken mat gantañ, ne stummont ket fall ivez. DHS. hañvalout, seblantout. 2. Stummañ da vezañ : diskouez bezañ tuet da. B. 1. (db. an amzer) Bezañ anat warnañ peseurt amzer zo o vont d'ober. Stummañ a ra d'ober glav. Stummañ d'an avel, d'ar glav. Stummañ a ra an amzer da gaout glav. An amzer zo e glav, met setu amañ un devezh hag a stumm ervat. HS. fesoniñ. 2. (db. ar frouezh) Dont da gaout e stumm. Pa zeu an delioù da zigeriñ hag ar frouezh da stummañ, c'hwi a oar ez eo erru an hañv. DHS. krouiñ, skoulmañ. 3. Trl. Stummañ da : bezañ doare warnañ da. Adal neuze e stummas an traoù da vont war washaat. Stummañ a ra an darvoudoù d'ar rivinadeg.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

stummañ

1909
Daveenn : BROU p. 425 (pencher)

stummet eo ar bern kolo

1909
Daveenn : BROU p. 425 (pencher)

stummañ a ra ar bern kolo

1909
Daveenn : BROU p. 425 (pencher)

Veriugodumnos c’hoazh end-eeun eo a stummas ar gentañ yev, ar c’hentañ re rodoù, ar c’hentañ karr (1).

1923
Daveenn : SKET p.56

Distrouezhañ al leur a rejont, stummañ logelloù-annez ha sevel un difenn a voe graet anezhañ an anv a Vanobriga « kreñvlec’h Manos ».

1923
Daveenn : SKET p.119

Er vroad-se ez eus ijinourien gaer, kelennet gant an doueed, a oar o dorn plegañ an arem hag ar mein kaletañ diouzh ratozh o spered, da stummañ anezho e korfoù paotred ha merc'hed a lavarfec'h bev-buhezek, gant e verv o dremm en o fenn, ma n'eus ken enno a ziouer nemet ar vouezh.

1923
Daveenn : SKET p.13

An eskern anezho a reas gant ar mein yen hag ar rec’hier ; gant an douar hag an erc’h ec’h aozas o c’higenn ha gant ar skorn e stummas o c’halon.

1923
Daveenn : SKET p.29

Lakaet ez eus diwar ur frazennad gant Aristokrates n’oa ket a-walc’h gant an drouized kelenn war brederouriezh ha doueoni, — ur c’helenn na veze kaset da bell nemet evit an danvezioù drouized ; — hogen e stumment ouzhpenn an holl uhelidi yaouank d’emellout er vuhez ha d’ober brezel, o sankañ, war un dro, en o speredoù ur gredenn doueüs o zroe d’ober fae war ar riskloù hag ar marv [...].

1924
Daveenn : SKET.II p.25

Mar n’hellez ket stummañ an dud diouzh da c’hoant, na zeuet da wir evidout an dro-enep : n’en em lez biken da vezañ stummet gant an dud hag an darvoudoù, nemet a-youl e plegfes da se e sell eus ar Vad, rak n’eo ket un dervenn start ez eo, ne vo biken ur c’halet a baotr, ne vo biken anvet den-meur, hogen merc’hodenn-goar, krouadur-pri, bugel-douar, an neb en em lez da vont from-difrom da heul an traoù a-ziavaez.

1924
Daveenn : SKET.II p.31

An Ao.Ao. Corven ha Caouissin a dro ar selloù war an teatr, en deus kalz d'ober, e Breizh, a-benn bezañ stummet diouzh ar vicher en gweler oc'h ober hiriv e lec'h all : prezeg d'an dud a-vremañ, 'n un doare bev, krenn, nerzhus.

1935
Daveenn : BREI niv. 425/1c

Gourc’hemennet e oa din dibab er rejimant kement gourener a oa, kement saver perchenn, kement kaner diwar ar maez (e brezhoneg), ha stummañ anezho evit diskouez o ampartiz da zeiz ar gouel, war an dachenn-bleustradegoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.203

Ur penn tev en doa, gant lunedoù bras war e fri ruz ; lart e oa evel un Turk ; mes e vouezh ne oa ket stummet diouzh e gorf pounner ; komz a rae flour, mes skeiñ a rae kalet.

1944
Daveenn : EURW.1 p50

[...] : kevrin ar Grouadelezh, a stummas disheñvel an den hag ar vaouez. Biskoazh, kent neuze, n'en doa merzhet e oa ar Vaouez « tra disheñvel ».

1949
Daveenn : SIZH p.56

D'am heul emañ va dougerien morzholioù ha mailhoù Yao ha Boulanga, ar mwana Mousavou ha daou pe dri all am eus stummañ ivez ouzh ar vicher.

1985
Daveenn : DGBD p156

En em stummañ ha pleustriñ : ur redi !

2015
Daveenn : DISENT p88

Katerina he deus echuet he frantad stummañ ha plediñ a ra gant un nebeud aferioù hag a sell ouzh kantreolaat saviad an enbroidi.

2015
Daveenn : EHPEA p19

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial