Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an douaroù) Fraost, n'eo ket gounezet. Kalz a zouaroù distuz, leun a strouezh ha gwriet a louzoù. Lezel distuz triwec'h troatad douar a-hed ribl ar stêr. HS. dic'hounid. 2. Dre ast. (db. an douaroù) Zo lezet da gozhañ. ES. stu. 3. Dre skeud. N'eo ket stuziet. Yezh distuz.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

distuz

1850
Daveenn : GON.II pg distu

douar distuz

1850
Daveenn : GON.II pg distu, douar (terre foide ou en friche).

Unan a lavare e oa kalz a zouaroù / Distuz, leun a strouezh ha grwiet a louzoù ; / Un all : vije dispign ; hemañ : poan o vevañ ; / Hennezh : ne oa foenneg ; an dra-se, ann dra-mañ.

1867
Daveenn : MGK p87

distuz

1924
Daveenn : SKET.II p.124 « Geriadurig », "Sans culture, non préparée (terre)".

Bras eo ha frouezhus, nemet distuz ha dic’hounid e vez lezet an douaroù enni.

1924
Daveenn : SKET.II p.69

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial