Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. A nac'h sujañ. Soudarded disuj. Bugale disuj. DHS. disent. 2. Direizh a-fet buhezegezh. Ne selaouit ket an dud disuj. Al laeron a droas kein d'o buhez disuj. DHS. dilezenn. HS. direol, diroll. II. G. Bugel a nac'h sujañ. Disuj bihan, grit ur c'houskig.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Ganit, paotr kozh, bourdet ne vin / Ha setu amañ petra ' rin : / Ur soudard mat ' laoskin ez ti / Da eveshaat ouzhit hep si, / Hag, evel-se, ac'hann ' vi kuit / Da dec'hout pell pa vimp aet kuit, / Ha d'an daou zisuj e vi kred.

1960
Daveenn : PETO p40-41

Anezho 'm eus klevet anv : / Meneg ' rit eus ar Chouanted / ' Zo dirollet, par d'al lanv, / D'ober disuj o ziranted.

1960
Daveenn : PETO p58

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial