I. Doar./Stn.
1. Fall.
Pec'her divat. Ur brezel divat. Un dachenn divat e oa ar barrez. Heuliañ kenseurted divat.
DHS. drouk.
ES. mat.
2. Kriz.
Ar jahin-se zo divat. Poan divat.
DHS. garv.
II. Adv.
Nemeur.
Ne vezent ket gwelet divat en davarn-mañ.
Mar n’ac’h eus nemet diegi ouzh micher sioul ar gounideg, kae da-unan gant ur re ejened e-kreiz al lanneier ; sav eno da logell, digor an dirien divat ha gra dezhi teurel eost.
Mar n’ac’h eus nemet diegi ouz micher sioul ar gounideg, kae da-unan gand eur re ejened e-kreiz al lanneier ; sav eno da logell, digor an dirienn divat ha gra d’ezi teurel eost.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.32
[…] holl a-du gantañ evit milligañ ar brezel divat graet da yezh ar vro, gant ar skolioù kristen.
[…] holl a-du gantañ evit milliga ar brezel divat graet da yez ar vro, gant ar skoliou kristen.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.106
Ma oa bet ar c'hloareg divat ouzh ar c'hi, un digarez all e oa.